[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Istor Rusia

Eus Wikipedia

Displegañ a ra ar pennad-mañ istor Rusia. Rusia eo ar vro vrasañ er bed a-bezh hag a-ramp emañ war daou gevandir : Europa hag Azia.

Ar c'hentañ roud tud war an dachenn vras-se zo bloaziadet eus 300000 bloaz, e Siberia greiz. War-dro 4000 kent J.-K., e stepennoù su Rusia ha Kreizazia e tiorroas sevenadur ar Gourganed. War-dro 2000 bloaz kent J.-K., Iranianed eus an norzh, Indezeuropeaned anvet Pobloù ar stepennoù pe Kimmerianed a oa o vevañ war un dachenn divent etre Polonia a vremañ ha kornôg Sina a vremañ. war-dro 1000 kent J.-K. Iranianed all eus an norzh, ar Skited, a savas un impalaeriezh a betek an IIIe kantved eus hon oadvezh etre an Dniestr hag ar Volga. War-dro 200 kent J.-K. ar Sarmated, Iranianed eus an norzh anezhe ivez, a gemeras lec'h ar Skited a-benn ar fin.

E-dro 400 goude J.K. e oa ar C'hoted, Germaned deuet eus an norzh ar wezh-mañ, a annezas en Ukraina a vremañ. E Rusia Azia avat, ur c'hengevredad turkegerien ha finegerien, an Huned, a savas un impalaeriezh divent, ledet war Europa dindan ren Attila. Impalaeriezh an Huned, re vras ha urzhiet re fall a darzhas goude marv Attila, hag an Avared a gemeras o lec'h hag a zalc'has ar vro betek an VIIvet kantved, hag en o goude ar Gazared a relijion yuzev. E-pad ar prantad-se a ya eus impalaeriezh an Huned turkegerien, betek marevezh an Avared hag ar Gazared an hini e annezas tamm-ha-tamm ar Slaved, a zeue eus kompezennoù zo bremañ dindan Bielorusia, war dachenn Rusia Europa. .


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • The Cambridge History of Russia. 3 volumes. Cambridge, Eng: Cambridge University Press, 2006.
  • Freeze, Gregory L. (ed.). Russia: A History. 2nd ed. New York: Oxford University Press, 2002. ISBN 0-19-860511-0.
  • McKenzie, David & Michael W. Curran. A History of Russia, the Soviet Union, and Beyond. 6th ed. Belmont, CA: Wadsworth Publishing, 2001. ISBN 0-534-58698-8.
  • Riasanovsky, Nicholas V. and Mark D. Steinberg. A History of Russia. 7th ed. New York: Oxford University Press, 2004, 800 pages. ISBN 0-19-515394-4
  • Pierre-Charles Levesque, Histoire de Russie, 7 levrenn, 1782-1783.
  • Michel Heller, Histoire de la Russie et de son Empire, 986 p., Flammarion, 1999.
  • Marie-Pierre Rey, De la Russie à l'Union soviétique, la construction de l'Empire, 1462-1953, Hachette, 1994.
  • François-Georges Dreyfus: Une histoire de la Russie : des origines à Vladimir Poutine, éditions de Fallois, 2005.
  • Hélène Carrère d'Encausse, La Russie inachevée, Fayard, 2000.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]