[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Istor Madagaskar

Eus Wikipedia
  • Kenwerzhourien vuzulman en em stailh er gwalarn hag er gevred.

Treuztiriadoù bras an XIIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En XIIIvet kantved e talc'h Indoneziz niverus d'en em staliañ war aod reter Madagaskar betek an XIIIvet kantved. Diouzh tu aod ar c'hornôg e kendalc'h ivez treuztiriadegoù an Afrikaned en hevelep doare. Savet ez eus bet gant Arabed Kiloa diazezadurioù en inizi Komorez, met dibab a reont dilezel an enez vras. Hironed niverus, an Antalaoted, genidik eus Komorez, en em stailh war aod an norzh. Ganet diwar ur meskaj etre Arabed, Malgached hag Afrikaned e komzont ur yezh deveret eus ar Swahili. War aod ar biz en em stailh an Iharanaed, pobl mesket-tre met afrikan a orin dreist-holl. War aod ar gevred eo ar Zafied a daol o zroad. Lakaet int gant an hengoun da vezañ diskennidi Ramiria hag hendadoù an Antambahoakaed hag an Antanosied. Etre an XIIIvet hag ar XIVvet kantved eo an Antemoroed en em stailh war aod ar gevred. Eus Komorez e teuont ha bevet o dije e bro an Iharanaed a-raok gwriziennañ muioc'h er su. Peñseidi a bep seurt (Indeziz, Indoneziz, tud arabekaet ha Portugaliz goude-se) o deus bet krouet kêrioù en arvor ivez etre an XIIIvet hag ar XIVvet kantved. Fonnus int bet lonket gant ar boblañs tro-dro avat ha kollet eo bet ganto o merkoù identelezh a-gent.

Eus an arvor d'an argoad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tamm-ha-tamm e krog darn eus pobladoù an arvor da drevadenniñ douaroù argoad an enez. Er gevred e vez krouet tierniezh an Antandroyed gant ar Zafi-Manara ha hini ar Vasikoroed gant ar Zafi-Ndravola. Er reter e lakaer ar priñs antemoro Rambo da orin Tanalaed Ikongo. En em gavout a ra an Hovaed war an uhelgompezenn greiz war dreuzoù ar XVvet kantved.