[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ion

Eus Wikipedia

An ionoù zo spesadoù kimiek karget ent elektrek. An anv saoznek-se a zeu eus an anv-gwan henc'hresianek ἰόν (ion), a c'heller treiñ gant « o vont, a ya »[1].

Meneget eo talvoud ar garg-se gant un usskrid e dibenn formulenn gimiek an ion, ul lieskement eus ar garg elektrek elfennel e.

Lakaat a reer kemm etre an ionoù monoatomek kenaozet gant un atom hepken, evel Fe2+ hag Fe3+, Na+ pe Pb2+, hag an ionoù poliatomek kenaozet gant meur a atom, evel SO42- pe NO3-.

Graet e vez kationoù eus an ionoù karget ent pozitivel, hag anionoù eus an ionoù karget ent negativel.

Roet e voe an anv « ion » war-dro 1830 gant Michael Faraday d'ar spesadoù kimiek a zo pennkaoz da gonduktivelezh elektrek an dourennoù. Ret e voe gortoz 1885 evit ma voe kinniget un displegadenn eus doare mont-en-dro ar gonduktivelzh gant ar Svedad Svante August Arrhenius a voe roet priz Nobel ar gimiezh dezhañ e 1903 evit se.

Implijet e vez bannoù ionoù a energiezh uhel e fizik atomek, fizik nukleel ha fizik ar partikulennoù (gwelet buanaer partikulennoù). Implijet e vez bannoù a energiezh izel e dielfennadur ar gorreennoù. (gwelet SIMS).

Soludoù ionek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kenaozet eo ar soludoù-se gant ur berniadur kationoù hag anionoù a bep eil, liammet gant ereadoù « ionek » ; kenstag e chom pep tra a drugarez d'an nerzhioù elektrostatek. Da skouer ez eo an holen (kloridenn sodiom) ur berniadur ionoù kloridenn hag ionoù sodiom.

Disolviñ a ra aes an soludoù-se en dour pe e disolveroù polel all, rak solvatet e vez aes an ionoù eno (distrewet e-touez molekulennoù an disolver).

An disolvadennoù ionek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet e vez disovadenn ionek eus an dourennoù a zo ionoù e-touez an dilsolver. En disolvadenn e fiñv aes an ionoù diwar efed ur park elektrek, alese e teu konduktivelezh elektrek vras an disovadennoù ionek. Gant muzul konduktivelezh elektrek un disolvadenn bennak e c'heller neuze brasjediñ ar c'hementad ionoù enni. Neutral ent elektrek eo an disolvadennoù ionek.

Pinvidik e ionoù eo an dour mor, a ya d'ober pourvez dour brasañ an Douar.

Paoter a-vras an ionoù pennañ en dour mor normal
Ionoù Cl Na+ SO42– Mg2+ Ca2+ HCO3 Br CO32− Sr2+ F
mg·L−1 19 000 11 000 2 700 1 300 420 110 73 15 8,1 1,3

Kementad materi ur seurt ionoù e-barzh ur volum eus an disovadenn a vez graet anezhañ paoter molel ar seurt ionoù-se. Pa lakaer S evit an disolvadenn hag X evit ar seurt ionoù ez eo roet ar paoter molel gant al liammadenn :

alese

Koulskoude e reer aliesoc'h gant ar paoter masek er yezh pemdez. Roet eo gant al liammadenn :

Ionizañ kompozadoù molekulel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E korfoù molekulel 'zo e vez desachet an elektronoù eren gant atomoù 'zo muioc'h eget gant re all. Lavaret a reer neuze ez eo polarizet an ereadoù etre an atomoù. Pa vez molekulennoù ar c'hompozadoù-se, evel an drenkenn sulfurek, an ammoniak pe an dioksidenn garbon, a-stok ouzh un disolver polel, evel an dour, e tistrollont en ionoù e-kerzh an disolvadenn.

Elektroneutralder

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Neutral ent elektrek eo kement kompozad kimiek a zo ionoù ennañ. Setu ez eus dre ret kationoù hag anionoù ennañ war un dro, hag o c'henfeur a zo a seurt m'eo kempouezet rik karg pozitivel ar c'hationoù gant karg negativel an anionoù. Talvezout a ra ar perzh-se evit ar soludoù kement hag evit an disolvadennoù ionek.

Da skouer: kenaozet eo ar gloridenn galkiom gant ionoù kalkiom Ca2+ hag ionoù kloridenn Cl. Karg un ion kalkiom a dalv +2e (2 garg elfennel), tra ma talv hini un ion kloridenn -e. Evit ma ve neutral an hollad ez eo neuze kenfeur an ionoù 2 ion kloridenn evit un ion kalkiom. Setu ez eo formulenn ionek an holen-se (Ca2+, 2 Cl), hag e formulenn statistikel CaCl2.

Pennadoù liammet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Le petit Larousse illustré, embannadur 2009, p. 551, ISBN 978-2-03-584070-7