[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Idas

Eus Wikipedia
Marpessa hag Idas, tennet digant Apollon gant Zeus, psykter atikat dremmoù ruz, war-dro 480 kent JK, Staatliche Antikensammlungen (Inv. 2417).

Idas (Ἴδας, Ídas e gregach) a oa mab da Afareüs hag Arene ha breur da Lynkeüs an Argonaot e mojennoù Hellaz kozh. Eñ hag e vreur a gare div c'hoar, Hilaeira ha Foibe, hag abalamour dezho e savas kann etreze ha daou vreur all, Kastor ha Polydeükes, ma voe lazhet Kastor.
Bez' e oa ivez e-touez an Argonaoted ha perzh a gemeras e chaseadeg hoc'h-gouez Kalydon.

Skrapañ a reas Marpessa. Apollon ivez a gare anezhi, ha Zeus a reas d'ar plac'h dibab etreze o-daou.

Ur verc'h en doa Idas anvet Kleopatra[1].