Hypatia
Hypatia (henc'hresianeg : 'Ὑπατία Hypatia) a oa ur vatematikourez egiptat, gresianegerez, steredoniourez ha prederourez eus kêr Aleksandria, ganet etre 355 ha 370 ha muntret gant kristenien e 415, dispennet he c'horf ha devet.
Diskiblez e oa da Blotinos, hag e penn Skol nevezplatonek Aleksandria e oa. Kenskrivañ a rae gant speredoù uhel he bro, studiañ ar boelloniezh hag ar skiantoù resis, ha bevañ evel ur benedourez.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa d'ar matematikour Theon (c. 335 – c. 405), a oa rener Levraoueg Alexandria, ha kenlabourat a reas gant he zad. War-dro ar bloaz 400 e oa brudet he c'helennerezh war ar matematikoù hag ar brederouriezh.
Ouzhpenn bezañ speredek-kenañ e oa kenedek hag uvel. Kelenn a reas tud uhel, koulz kristenien evel paganed, en o zouez an eskob Synesios Cyrenaica (c. 373 – c. 414) — unan eus he c'henskriverien —, Hesyc'hios Aleksandría hag ar prefed Orestes.
Hervez danevell Sokrates Kergustentin(c. 380 – goude 439) en e Historia Eclesiastica e voe lazhet Hypatia er straed p'edo o tistreiñ d'ar gêr e miz Meurzh 415, gant ur bagad klañvidiourien gristenien fuloret, anvet Parabalani[1], goude tamallet dezhi gwashaat an tabut a oa etre ar prefed Orestes, hag an eskob Kyrillos Aleksandria. Sachet e voe betek iliz ar Caesareum ma voe lakaet en noazh, lazhet a-daolioù darbodoùh ha didammet ; tammoù he c'horf a voe stlejet a-dreuz kêr betek ul leur-gêr anvet Kinarion ma voent lakaet en tan[2].
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (ca) Simó Monllor, Isabel-Clare. Hipaties, la sàvia. In : El conjur, Edicions 62, 2009 (ISBN 978-84-297-6352-2)
- (en) Trent, Brian. Remembering Hypatia – A Novel of Ancient Egypt. iUniverse, 2005 (ISBN 978-0-595-34252-5)
- (en) Ziedan, Youssef. Azazeel. Atlantic Books, 2013 (ISBN 978-1-84887-429-9)
- (es) Abdala, Eliana E.. Morir por Alejandría. Buenos Aires : Grupo Editorial Norma, 2008 (ISBN 78-987-545-537-5)
- (es) Calvo Poyato, José. El Sueño de Hipatia. HarperCollins, 2020 (ISBN 978-84-17216-69-6)
- (es) García, Carmen &al.. Hipatia de Alejandría.Hipatia Editorial, 2008 (ISBN 978-84-936743-5-9)
- (es) García, Olalla'. 'El jardín de Hipatia. Espasa, 2009 (ISBN 978-84-670-3157-7)
- (es) Galí, Ramón. Hypatia y la eternidad. Es Ediciones, 2009 (ISBN 978-84-936773-9-8)
Sinema
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Penntudenn ar film spagnolek Agora, renet gant Alejandro Amenábar, 2009[3]
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hypatia, krater war al Loar
- Rimae Hypatia, ur reizhiad garanoù war al Loar, ur 70 km bennak en norzh d'ar c'hrater.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Eus al latin parabalānī, "tud a laka o buhez en arvar evel klañvdiourien".
- ↑ (en) Watts, Edwards J.. Hypatia – The Life and Legend of an Ancient Philosopher. Oxford : Oxford University Press, 2017 (ISBN 978-0-19-065914-1)
- ↑ (en) 'Internet Movie Database'. Kavet : 24/04/2021.