[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Hot dog

Eus Wikipedia
Hot dog gant maionez
Hot dog gant ketchup

Hot dog (ki tomm e brezhoneg) a zo anv saoznek ur sandwich, ijinet e SUA, ennañ ur silzigenn, poazh pe griz. Warni e vez lakaet lipig a bep seurt, evel sezv, ketchup, relish, maionez, pe ognon. Ur silzigenn a lakaer e-barzh, pe graet gant kig bevin, pe kig moc'h, kig yar, kig yar-Indez pe legumaj zoken.

E spagnoleg e vez lâret perro caliente, ki tomm, eus an dra-se. E Chili ez eus ur sandwich tomm brudet hag a zo evel un hot-dog bihan, ennañ tomatez drailhet, yod avoukez ha maionez, ha « completo » a vez graet anezhañ.