Hogsmeade
Hogsmeade (Prad-ar-Moc'h e brezhoneg, Pré-au-Lard, e galleg), zo ur gêriadenn hud, e romantoù Harry Potter, a zo savet e-kichen skol Hogwarts.
Ar gêriadenn-mañ eo an hini nemeti e Breizh-Veur a zo poblet gant sorserien ha boudoù hud hepken. Savet eo bet d'ar memes mare ha Hogwarts tamm-pe-damm gant Hengist Woodcroft a glaske tec'hout diouzh handeadennoù ar Vougouled. E diavaez ar skol emañ. Aotreet e vez ar skolajidi yaouank da vont di ur wezh an amzer. Aotreet e vezont avat da vont di pa fell dezhe adalek an trede bloavezh-skol gant m'o do ur ger sinet gant unan eus o c'herent. Eno e c'hallont prenañ madigoù hud hag a bep seurt traoù hag evañ bier diwar amann (butterbeer e saozneg)
Setu amañ ar savadurioù pennañ a gaver eno :
An teir skubelenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An teir skubelenn (anvet The Three Broomsticks e saozneg) zo unan eus tavarnioù ar gêriadenn, renet gant an itron Rosmerta. Brudet eo abalamour d'ar bier amann c'hwek a ever enni hag abalamour da gened he ferc'hennez : an itron Rosmerta, a zo o chom a-us d'an davarn. En em gavout a ra studierien hag implijidi Hogwarts en davarn-se.
Stal c'hoarielloù Zonko
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E stal Zonko (Zonko's Joke Shop e saosneg) e kaver a bep seurt c'hoarielloù gouest da seveniñ "hunvreoù follañ Fred ha Jord Weasley zoken." Kavout a reer eno ar bombafank (bombabouses e galleg), madigoù hag a ro an hik, soavonoù lammer ha tasoù te a grog. Prennañ a ra ar stal er romant Harry Potter and the Half-Blood Prince ha stanket eo e brenestroù gant plenk. Edo Fred ha Jord e soñj da brenañ ar stal, met divizout a rint nompas ober pa vo difennet ouzh studierien Hogwarts gweladenniñ Hogsmeade abalamour d'ar reolennoù surentez uheloc'h kemeret goude azginivelezh Voldemort.
Ti-gar Hogsmeade
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En ti-gar-se an hini (Hogsmeade Station e saosneg) e chom tren Hogwarts a-sav. Hervez tresadennoù J. K. Rowling, n'emañ ket ti-gar Hogsmeade en Hogsmeade e gwirionez, met en tu all d'al lenn. Filmet eo bet an arvestoù ma tiskouezer ti-gar Hogsmeade e filmoù Harry Potter er ti-gar Goathland e norzh ar Yorkshire Moors Railway, savet e 1865 ha n'en deus ket cheñchet abaoe, e keriadenn Goathland e norzh lanneier York.
Stal madigoù Honeydukes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stal Honeydukes (Honeydukes Sweetshop e saosneg) zo unan eus ar stalioù madigoù brudetañ e bed ar Sorserien. Gwerzhet e vez eno madigoù hud a bep seurt, en o zouez raned chokolad (Chocolate Frogs e saozneg) . Anavezet mat eo stal Honeydukes abalamour d'ar seurt pastezerezh teuzus ispisial a werzhont. Kavout a reer eno ivez kantaddoù seurtoù chokolad.
Ar berc'henned, Ambroazius Flume hag e wreg, zo o vevañ en ur ranndi a-us d'ar stal. E kav-gwin ar stal Honeydukes ez eus un traped a zigor war un trepas kuzh. Oc'h heuliañ anezhañ en em gaver e_kichen un delwenn sorserez born e trede solier Hogwarts. Implijet eo an hent-se gant Harry Potter evit dont da Hogsmeade e kuzh e Harry Potter ha Prizoner Azkaban.
Ar penn pemoc'h-gouez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An davarn vorn-se (The Hog's Head e saosneg ha La Tête de Sanglier e galleg) zo enni ur salig ratous ha strouilh, dezhi c'hwezh ar givri. Ken lous eo ar prenestroù ma skign ar c'houlaouennoù lakaet war an taolioù ar gouloù nemetañ. An tavarnour zo un den kozh, bras ha moan, ur penn kozh ha tagnous outañ, gant ur barv ha blev gris hir. Ar santimant en do Harry da vezañ gwelet anezhañ un tu bennak…
Ar foukenn yuderez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar foukenn yuderez (Shrieking Shack e saosneg) zo un ti satanazet a-hervez. Koulskoude n'eo ket satanazet da vat : ar yudadennoù a gleved enni un nebeud bloavezhioù kent a oa laosket gant Lupin pa oa studier e Hogwarts. Mont a rae da guzhat eno pa zeue da vezañ ur bleiz-garv kuit da c'hloazañ den. Antreal a reer enni dre ar riboul kuzh a zigor e-harz ar wernenn-skoer.