Herodez
Neuz
Herodez zo bet anv meur a zen, ha dreist-holl meur a roue e Palestina er Iañ kantved.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Herod, e kembraeg ha saozneg.
- Hérode, e galleg.
- Herodes, en alamaneg, daneg, izelvroeg, katalaneg, portugaleg.
Rouaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Herodez Veur pe Herodez Iañ (-73, -4), roue Judea sujet d'ar Romaned, mab da Antipater a oa ministr gant Hyrcan II. Herodez Veur an hini a adsavas Eil Templ Jeruzalem, hag a c'hourc'hemennas, hervez Aviel Mazhev, Lazhadeg an Inosanted
- Herodez Arc'helaos ( 23 kent JK - 18 ), mab dezhañ, etnark Samaria, Judea, Idumea
- Herodez Antipas (-21, 39), tetrark Galilea ha Perea. Mab e oa da Herodez Veur. Eil pried Herodias e oa. Eñ an hini a c'hourc'hemennas marv Yann ar Badezour hervez an Testamant Nevez.
- Herodez Filipos, anv daou vab all da Herodez Veur,
- Herodez Filipos Iañ, a oa mab da Mariamne, trede gwreg ar roue Herodez Veur. Tad Salome e oa
- Herodez Filipos II (4 kent JK - 34), a oa mab da Gleopatra, pempvet gwreg ar roue Herodez Veur, a voe tetrark Iturea ha Trachonitis . Kentañ pried Salome e voe.
- Herodez Agrippa Iañ (war-dro 10 kent JK - 44), roue Judea, anvet "Herod" en Oberoù an Ebestel. Niz e oa da Herodez Antipas.
- Herodez Chalcis, anavezet ivez evel Herodez III (?-48), roue Chalcis (41-48) .
- Herodez Agrippa II ( 27-100), mab da Herodez Agrippa Iañ. Tetrark Chalcis e oa, anvet ar "roue Agrippa" en Oberoù an Ebestel. Dirakañ eo e rankas Paol Tarsos en em zifenn.
Tud all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Herodez Atticus (101- 177) kelenner gresian karget da gelenn Marcus Aurelius. Anavet eo ivez dre ma lakaas sevel un odeon en Akropolis Aten hag un toullad monumantoù all.
Oberennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Hérode et Mariamne, trajedienn gant Voltaire.