Harald II Manav
Neuz
Harald II Manav a oa roue Enez-Vanav eus 1249 betek 1250.
Mab e oa da Godred Don Manav. Pa varvas Harald Iañ Manav e klaskas bezañ anvet da roue e-lec'h Ragnald II Manav.
Gant skoazell Ivarr Manav e reas lazhañ Ragnald II Manav, na renas nemet 40 deiz, d'an 30 a viz Mae 1249.
Galvet e voe da vont da-gaout e vestr, ar roue Håkon IV Norge, a nac'has anavezout anezhañ da roue, ha diroueet e voe Harald.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mike Ashley Robinson The Mammoth Book of British Kings & Queens (England, Scotland and Wales) London (1998)(ISBN 1841190969) (en)
- Jean Renaud Les Vikings et les Celtes Ouest-France Université Rennes (1992) (ISBN 2737309018), pajenn 68.