Halmahera
Neuz
Halmahera zo unan eus inizi Maluku e reter Indonezia.
Emañ e norzh an enezeg, etre Sulawesi ha Ginea Nevez, dres war linenn ar c'heheder.
Halmahera eo an hini vrasañ eus an inizi Maluku, gant ur gorread 17 780 km², ha poblet eo gant 162 000 a dud (1995). Emañ e proviñs Norzh Maluku.
Spagnoled ha Portugaliz e voe an Europiz kentañ o tont d'an enez, war-dro 1525. E 1660 e teuas da vezañ perc'hennet gant an Izelvroioù.