[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Gwiz

Eus Wikipedia
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger gwiz er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Gwiz a lavarer eus parez an tourc'h e brezhoneg. Graet e vez gant an anv-se ivez e meur a zoare all.

  • Ar wiz-ouez eo parez an tourc'h-gouez.
  • Ur wiz zo un anv dizereat ha mezhus a vez graet eus ur vaouez
    • hag a zo lous ha digempenn,
    • pe a venner teurel ar gwashañ kunujenn dezhi.
  • Ur wiz-Spagn n'eo ket ur wiz, met ur vaouez skragn.
  • Ar wiz a lavarer eus ar voul ivez, er c'hoari horell.

Troioù-lavar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn se e vez lavaret

  • e vezer war gein ar wiz pa vezer dilabour,
  • ez eo ur vaouez lart lart evel ur wiz,
  • e tle bezañ moc'h bihan gant ar wiz pa santer n'eo ket splann an traoù en un afer bennak.