[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Gwerc'hez Vari

Eus Wikipedia
Ganedigezh ar Werc'hez, gant Francisco de Zurbarán.
Santez Anna, ar Werc'hez Vari, hag ar Mabig Jezuz, gant Leonardo da Vinci

Ar Werc'hez Vari pe an Itron Varia eo an anv a reer e brezhoneg, hervez doare ar gristenien, eus Mari (diwar an hebraeg Miriam), mamm Jezuz a Nazaret, an den a zo kontet e vuhez er Pevar Aviel.

Pa voe dougerez e oa kefrisa da Jozeb, hag e oa gwerc'hez, hervez ar gristenien.

Hervez ar relijion gristen e wilioudas hag e oa bepred gwerc'hez, evel a oa bet kemennet gant an arc'hael Gabriel d'an deiz anvet Gouel Maria Veurzh, pe Gouel ar C'heloù Mat. Krouet e oa bet ar bugel gant ar Spered Santel. E skridoù koshoc'h e voe meneget e oa Joachim hag Anna a oa tad ha mamm dezhi.

E kreizik-kreiz ar feiz katolik emañ an deoliezh d'ar Werc'hez Vari. Nouspet levr brezhonek a zo bet skrivet war an danvez-se en hor yezh.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1995 Pleustrad a-zivout ar wir deoliezh d'ar werc'hez santel, gant sant Loeiz-Mari Grignion a Vonforzh, emb. Preder, tr. gant Gabriel Loeiz Mari Chérel, 122 p.
  • 1902, Miz Mari ar C'halvar, gant an Aotrou Kerjean, person Lambaol-Wimilio, e ti Salaün Brest, 264 p.
  • 1902, Miz Mari Debussi, lakaet a-nevez e brezhoneg gant an Aotrou Koz person Penmarc'h, Moulerez ar C'hazetennoù katolik, straed ar C'hastell Brest, 270 p.
  • 1874 Miz Mari, Kurunenn navez d'ar Werc'hez, gant an Aotrou Breton, marv kure gwilers, e ti desmoulins e Landerne. 340 p.
  • 1859 Miz Kaer Mari, gant an Aotrou Diot, person Izenac'h, e ti Galles, Gwened. 358 p.