Gwenvael
Neuz
Un anv-badez eo Gwenvael ([gwɛnˈvɛ:l]), pe Envel (un adsavadur diwar anv Lokenvel, a c'hoarvez eus "log" + "Gwenvael" met komprenet evel "lok" + "Envel"[1]), diwar anv ur sant brezhon kozh.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er VIvet kantved e oa Sant Wenvael o vevañ evel penitiour e Koad-an-Noz, e-kichen Benac'h, e Bro-Dreger. Breur e oa da santez Yuna.
Gouel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lidet e vez d'an 23 a viz Kerzu.
Anv-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur barrez a zo dindan e warez, Lokenvel, e-kichen Benac'h.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwenvael Jequel, rener Skol an Emsav (betek 2021), prezidant Bodad-aliañ Ofis Publik ar Brezhoneg.
- Envel Kervoas, skrivagner brezhonek.
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Joseph Loth, "Les noms des saints bretons", Revue Celtique 19, 1908, p.297