Giuseppe Cavanna
Neuz
Giuseppe Cavanna, bet ganet d'an 18 a viz Gwengolo 1905 e Vercelli (Rouantelezh Italia d'an ampoent) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Du 1976 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel italian (diwaller-pal e bost dezhañ war an dachenn), aet da c'hourdoner war-lerc'h e amzer c'hoarier.
E vicher (evel c'hoarier)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er c'hleuboù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chom a reas da c'hoari en Italia ha sed amañ da-heul ar c'hleuboù en devoa c'hoariet enne :
- 1921-25 : Vercellesi Erranti,
- 1925-29 : Pro Vercelli,
- 1929-36 : Associazione Calcio Napoli,
- 1936-37 : Benevento,
- 1937-39 : Pro Vercelli.
E skipailh broadel Italia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Biskoazh ne zougas krez skipailh pennañ an Azzurri[1]. Gant ar skipailh B e kemeras perzh e pemp krogad koulskoude, etre 1931 ha 1933.
Krogadoù a vignoniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deiziad | Lec'h | Krogad | Merk |
12 a viz Ebrel 1931 | Luksembourg | Luksembourg - Italia B | 0-3 |
14 a viz Mae 1931 | Budapest | Hungaria B - Italia B | 0-1 |
10 a viz Ebrel 1932 | Como | Italia B - Luksembourg | 12-0 |
8 a viz Mae 1932 | Firenze | Italia B - Hungaria B | 4-2 |
7 a viz Mae 1933 | Praha | Tchekoslovakia B - Italia B | 1-2 |
Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken, hep c'hoari krogad ebet :
- Kib vell-droad ar bed 1934 bet aozet e Rouantelezh Italia ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Italia evit ar wech kentañ.
E vicher (evel gourdoner)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adalek 1945 ez eas Giuseppe Cavanna da c'hourdonañ tri c'hleub en Italia :
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Italia.