Gene Tierney
Gene Tierney a oa un aktourez amerikan, ganet e New York e 1920 ha marvet e Houston, e Teksas, e 1991. Sellet eo bet outi evel unan eus ar merc'hed kaerañ eus an XXvet kantved. Brudet eo dreist-holl evit bezañ c'hoariet er film Laura (1944) hag he roll e Leave Her to Heaven (1945).
He roll kentañ e Hollywood a voe roet dezhi get Fritz Lang e Distro Frank James (1940). A 1940 betek 1945 e c'hoari get ar renerien film vrasañ ag an amzer a reas anezhi un harozez «filmoù du» en Oad aour Hollywood :
- John Ford (Hent ar butun, 1941),
- Henry Hathaway (Kuzh-heol, 1941),
- Josef von Sternberg (Berh e Shanghai, 1941),
- Ruben Mamoulian (Bizouier àr he bizied, 1942),
- Ernest Lubitsch (An neñv e c'hell gortoz, 1943).
Get penn-oberenn Otto Preminger, Laura (1944), e kavas ar roll he lakaas da vout ur sterenn vojennel get ur skeudenn vinimus ha lik. Degemeret a reas ivez da-heul un Oscar evit he roll e Laosk anezhi da vonet d’an neñv, a John Stahl, e 1945, met goude daou film a Joseph Mankiewicz : Dragonwyck e 1946, hag Ar spontailh hag an Intron Muir, e 1947, ne voe roet dezhi nemet rolloù eil renk, hag he hent-micher a achuas er blezadoù hanter-kant. Ar spontailh hag an Intron Muir e oa ur film dudius hag hi e oa eno un harozez lugernuz.
Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1940 : Distro Frank James (The Return of Frank James) eus Fritz Lang gant Henry Fonda, Jackie Cooper, John Carradine
Gene Tierney a c’hoari tudenn Eleanor Stone, merc’h rener ar gazetenn « Star » a fell dezhi dont da vezañ kazetennerez - 1941 : Hudson's Bay eus Irving Pichel gant Paul Muni, Vincent Price
Barbara Hall, c’hoar unan eus an tudennoù - 1941 : Hent ar butun (Tobacco Road), eus John Ford gant Charley Grapewin, Marjorie Rambeau
Ellie May Lester, une des enfants de Jeeter et Ada - 1941 : Belle Starr pe Belle Starr, the Bandit Queen eus Irving Cummings gant Randolph Scott, Dana Andrews ( La Reine des rebelles e galleg)
Belle Shirley alias Belle Starr, ur vaouez yaouank a ro bod d'ur soudard gloazet - 1941 : Serr-noz (Sundown), eus Henry Hathaway gant George Sanders, Bruce Cabot
Zia, un arabez yaouank - 1941 : Shanghai Gesture pe Shanghaï (titr e video) (The Shanghai Gesture) eus Josef von Sternberg gant Walter Huston, Victor Mature
Poppy Smith alias Vistoria, ur vaouez yaouank en em ro d'ar c'hoari ha d'ar boeson - 1942 : Son of Fury pe The Story of Benjamin Blake sevenet gant John Cromwell gant Tyrone Power, George Sanders, Frances Farmer, Roddy McDowall, John Carradine ( Le Chevalier de la vengeance e galleg)
- 1942 : Rings on Her Fingers eus Rouben Mamoulian gant Henry Fonda ( Qui perd gagne e galleg)
- 1942 : Thunder Birds eus William A. Wellman gant Preston Foster
- 1942 : China Girl eus Henry Hathaway gant George Montgomery ( La Pagode en flammes e galleg)
- 1943 : An neñv a c'hell gortoz (Heaven Can Wait) sevenet gant Ernst Lubitsch gant Don Ameche
Martha Strabel Van Cleve, ur vaouez yaouank heuliet gant unan bennak en ur stal levrioù - 1944 : Laura sevenet gant Otto Preminger gant Dana Andrews, Clifton Webb, Vincent Price, Judith Anderson
- 1945 : A Bell for Adano eus Henry King gant John Hodiak
Tina, ur sikilianez melen he blev ; - 1945 : Pec’hed marvel (Leave Her to Heaven) eus John M. Stahl gant Cornel Wilde, Jeanne Crain, Vincent Price
Ellen Berent, maouez ur skrivagnour - 1946 : Kastell an aerouant (Dragonwyck) sevenet gant Joseph L. Mankiewicz gant Walter Huston, Vincent Price
- 1946 : The Razor's Edge eus Edmund Goulding gant Tyrone Power, Anne Baxter, Clifton Webb
Isabel Bradley, un danvez-pried pinvidik-mor - 1947 : Ar spontailh hag an intron Muir (The Ghost and Mrs Muir pe e galleg L'Aventure de Madame Muir) eus Joseph L. Mankiewicz gant Rex Harrison, George Sanders
Lucy Muir, un intañvez en em gav gant un tasmant - 1948 : The Iron Curtain pe Behind the Iron Curtain sevenet gant William A. Wellman gant Dana Andrews
Anna Gouzenko, gwreg ur spier - 1948 : That Wonderful Urge ( Scandale en première page e galleg) sevenet gant Robert B. Sinclair gant Tyrone Power
Sara Farley, ur bennhêrez pinvidik-mor - 1949 : Whirlpool sevenet gant Otto Preminger gant Richard Conte, José Ferrer ( Le Mystérieux docteur Korvo e galleg)
Ann Sutton, gwreg ur bredelfennour brudet - 1950 : Night and the City sevenet gant Jules Dassin gant Richard Widmark (e galleg Les Forbans de la nuit )
Mary Bristol, maouez fur ul labous-noz - 1950 : Where the Sidewalk Ends sevenet gant Otto Preminger gant Dana Andrews (Mark Dixon, détective e galleg)
- 1951 : Close to My Heart sevenet gant William Keighley gant Ray Milland
Midge Sheridan hag he fried a fell dezhe advabañ ur bugel - 1951 : The Mating Season sevenet gant Mitchell Leisen gant John Lund, Miriam Hopkins, Thelma Ritter ( La Mère du marié )
Maggie Carleton, merc’h ur c’hannad hep ur gwenneg war e anv - 1951 : Er Riviera (On the Riviera) eus Walter Lang, gant Danny Kaye, Marcel Dalio
Lilli - 1951 : The Secret of Convict Lake eus Michael Gordon gant Glenn Ford, Ethel Barrymore
Marcia Stoddard, mignonez Rudy - 1952 : Ar Gaucho (Way of a Gaucho) sevenet gant Jacques Tourneur gant Rory Calhoun
Teresa, ur plac’h yaouank skrapet gant un indian en Arc’hantina - 1952 : Plymouth Adventure sevenet gant Clarence Brown gant Spencer Tracy, Van Johnson ( Capitaine sans loi )
Dorothy Bradford, ur vaouez e bourzh ar Mayflower. - 1953 : Na zilez ket ac’hanon morse (Never Let Me Go) sevenet gant Delmer Daves gant Clark Gable
Marya Lamarkina, ur Rusianez dimezet gant un amerikan - 1953 : Personal Affair sevenet gant Anthony Pelissier gant Leo Genn ( Une affaire troublante )
Kay Barlow, dimezet gant ur saoz, ne blij ket dezhi ar vuhez e Breizh-Veur - 1954 : An Egiptad (The Egyptian) eus Michael Curtiz, gant Edmund Purdom, Jean Simmons, Victor Mature
Baketamon, c’hoar ar faraon - 1954 : An intañvez du (Black Widow) eus Nunnally Johnson gant Ginger Rogers, Van Heflin, George Raft
- 1955 : Dorn kleiz Doue (The Left Hand of God) eus Edward Dmytryk, gant Humphrey Bogart
Ann Scott, ur glañvdiourez e Sina - 1962 : (Advise and Consent) eus Otto Preminger, gant Henry Fonda, Charles Laughton, Don Murray (acteur)|Don Murray, Walter Pidgeon, Peter Lawford ( Tempête à Washington e galleg)
Dolly Harrison - 1963 : Las Cuatro noches de la luna llena eus Sobey Martin gant Dan Dailey
- 1963 : Toys in the Attic eus George Roy Hill gant Dean Martin, Geraldine Page, Yvette Mimieux ( Le Tumulte )
Albertine Prine, ur vamm binvidik-mor - 1964 : The Pleasure Seekers eus Jean Negulesco, gant Ann-Margret ( Trois filles à Madrid )
Jane Barton, ur vaouez zo desevet he fried gant ur vaouez yaouankoc’h
Skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1960 : « General Electric Theater », heuliad filmoù skinwel amerikan (1953-1962), gant Ronald Reagan - abadenn « Journey to a Wedding » (miz Du 1960) : Gene Tierney a c’hoari Ellen Galloway
- 1969 : « The F.B.I. », heuliad filmoù skinwel amerikan (1965-1974) - abadenn « Conspiracy of Silence » (miz Meurzh 1969, abadenn 4.23), savet gant Jesse Hibbs gant Philip Abbott, Stephen Brooks : Gene Tierney a c’hoari Fay Simpson
- 1969 : Daughter of the Mind, film skinwel amerikan eus Walter Grauman gant Don Murray, Ray Milland : Lendore Constable
- 1980 : Scruples, heuliad filmoù skinwel amerikan gant Alan J. Levi, c'hoariet gant Lindsay Wagner, Marie-France Pisier : Harriet Toppingham.