Geert Wilders
Geert Wilders (['ɣe:ʁt 'ʋildɛʁs]), ganet d'ar 6 a viz Gwengolo 1963 e Venlo, a zo ur c'hannad izelvroat, ha krouer Partij voor de Vrijheid (PVV). Dilennet eo en Tweede Kamer abaoe 1998. Da gentañ e oa ezel eus VVD, ha pa guitaas anezhañ e krouas e strollad, Partij voor de Vrijheid (strollad evit ar frankiz) e anv, e 2006.
Abaoe m'eo bet drouklazhet Theo van Gogh gant un islamour ez eo bet brudet Wilders abalamour d'e gomzoù a-enep d'an islam, hag a zo, hervezañ, un «ideologiezh faskour[1]». Lavarout a ra da skouer : « N'em eus tra ebet a-enep d'an dud, met ur gudenn a sav gant an ideologiezh islamour. Ne fell ket din ma vo kaset en-dro d'ar gêr ar re a zo o chom amañ hag a zo enframmet, met lavarout a ran dezho en em zizober diouzh an ideologiezh-se, hag a zo faskour diouzh ma savboent.» Sevel a ra dreist-holl a-enep da blas ar maouezed ha da hini an dud heñvelreizh en islam, hag e kav ez eo ur relijion ma vez diforc'het an dud war diazez ar reizhelezh.
« Sklaeroc'h e lavaran an traoù : gwelloc'h eo ma sevenadur evit ar sevenadur islamour. Ne reomp gant ar maouezed, an dud heñvelreizh gant an darempredoù politikel er gevredigezh, evel ma ra ar sevenadur warlerc'hiet-se. Kevatal eo an holl dud[2].»
Savet en deus ur film berr, Fitna[3] e ditl, ma kaver ennañ elfennoù a-enep d'an Islam ha d'ar C'horan. Hervezañ ez eo heñvel ar C'horan ouzh Mein Kampf gant Adolf Hitler ha goulenn a ra ma vo berzhet[4].
Ar film berr-se a zo bet skignet d'ar 27 a viz Meurzh 2008 war lec'hienn liveleak.com[5],[6].
E miz Mae 2008 ec'h embannas e rankfe Flandrez bezañ distag diouzh Belgia, hag e rankfe bezañ stag ouzh an Izelvroioù. Kinnig a ra ivez ma vo aozet ur referendom e Flandrez hag en Izelvroioù war an afer-se. Ur pennad goude e savas pa lavaras diwar-benn ar gazetennerez izelvroat Joanie de Rijcke, (bet skrapet ha gwallet gant an dalibaned) e oa tapet gant sindrom Stockholm, dre ma ne fellet ket dezhi sevel a-enep d'an islam[7]. D'an 12 a viz C'hwevrer 2009 e oa sañset kinnig e film Fitna e Westinster, rak pedet e oa bet d'hen ober gant daou gannad, Malcolm Pearson ha Caroline Cox. Met daou zevezh a-raok ma vefe skignet ar flim e c'houlennas Jacqui Smith, ha hi ministrerez an diabarzh, ma vefe difennet ouzh Wilders a zont d'ar Rouantelezh-Unanet[8],[9]. Wilders en em gavas memes tra e aerborzh Heathrow d'an 12 a viz C'hwevrer, dalc'het e voe gant poliserien ha kaset en-dro d'an Izelvroioù. Sevel a ra a-enep da Unvaniezh Europa, ha goulennet en deus ma vefe skarzhet Roumania ha la Bulgaria diouzh UE. Kannad eo bet dilennet da-geñver dilennadegoù kannaded Europa e miz Even 2009, met embannet en deus ne'z afe ket d'ar parlamant, rak fellout a ra dezhañ ma vo diskaret[10].
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ « Geert Wilders : “L'idéologie islamique est fasciste” », Le Figaro, 7 a viz Meurzh 2008
- ↑ Le Figaro, 7 a viz Meurzh 2008
- ↑ Fitna (video) – Break.com.
- ↑ « Les Pays-Bas craignent des attaques terroristes », Le Nouvel observateur, 6 a viz Meurzh 2008
- ↑ Liamm war lec'hienn Liveleak
- ↑ « Pays-Bas : le populiste Geert Wilders réussit à diffuser son film anti-islam sur Internet », Le Monde, 24 a viz Meurzh 2008
- ↑ "France 24" Fiachra Gibbons, « Dutch backlash shocks Europe », RFI, 5 a viz Even 2009
- ↑ http://www.ft.com/cms/s/0/00213dde-f7a0-11dd-a284-000077b07658.html Dutch party chief barred in UK Financial Times
- ↑ Lizher a-berzh Home Office da Geert Wilders
- ↑ France 24