Fugazi
Fugazia zo ur strollad sonerezh punk, straight edge, hardcore ha post-hardcore a orin eus Washington, D.C., ha bet krouet e 1987. Pevar den a zo ennañ: Ian MacKaye, Guy Picciotto, Joe Lally ha Brendan Canty.
Dont a ra anv ar strollad eus an dro-lavar implijet gant ar GI e-pad Brezel ar Vietnam pa oant tapet fall : « Fucked Up, Got Ambushed, Zipped In », « Tapet on, kouezhet en ur trap, ne c'hallan ket tec'hout kuit ». Fugazi a zo unan eus ar strolladoù underground nemeto a zo deuet a-benn da vezañ brudet hep cheñch emzalc'h a-fet skignañ e bladennoù (bepred dre tiez-embann dizalc'h), da lavaret eo eo chomet stag ouzh an tezm-spered DIY. Pa son ar strollad er Stadoù-Unanet e tiwall e c'hallfe forzh piv dont d'ar sonadeg, hag abalamour da se e vez gwerzhet tikidi da $ 5 pe $ 10. Strivañ a ra ivez ar strollad evit ma ne vefe ket keroc'h e bladennoù evit $10. Holl bladennoù ar strollad a zo bet embannet gant Dischord Records, un ti embann meret gant Ian MacKaye ha Jeff Nelson, bet tabouliner e Minor Threat.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur wech divodet ar strollad Minor Threat e sonas Ian MacKaye (kaner ha gitarour) e meur a strollad, met hini ebet anezho a badas. Goude ur pennad e savas neuze ur strollad nevez asambles gant Brendan Canty (tabouliner ar strollad Rites of Spring) hag ar soner gitar boud Joe Lally. E 1988 e teuas o EP kentañ, anvet Fugazi, er-maez. Dont a reas Guy Picciotto da seniñ ganto. Eñ ivez a oa bet er strollad Rites of Spring. Er penn-kentañ e kane nemetken, goude ur pennad e krogas ivez da seniñ gitar. Arnodel a-walc'h eo an doare ma son ar strollad, dre ma vesk sonioù punk ha hardcore gant re reggae, dub ha noise. A-fet komzoù ez eo splann hag eeun a-walc'h a re savet gant MacKaye, padal ez eo difetisoc'h ar re savet gant Picciotto. Lod brasañ komzoù Fugazi a zo diazezet war ar fromoù, aar pezh en deus lakaet tud zo da renkañ ar strollad er rann post-hardcore pe emo. Holl istor a strollad a zo kontet e-barzh Our Band Could Be Your Life, ur skrid-arnod diwar-benn ar strolladoù underground er Stadoù-Unanet. Titouroù all a agver ivez el levr anvet Dance of Days: Two Decades of Punk in the Nation's Capital, bet skrivet gant Mark Andersen ha Mark Jenkins. Er mar-emañ ez eo chomet a-sav ar strollad, ha pep ezel a gas e raktresoù hiniennel da benn. MacKaye a son en un daouad anvet The Evens, asambles gant Amy Farina(eus ar strollad the Warmers) ; Canty a grou sonerezh filmoù hag a son gitar boud e-barzh Garland Of Hours. Lally en deus kemeret perzh er bladenn Disconnection Imminent bet savet gant ar strollad post-punk anvet Decahedron, ha kemer a ra ivez perzh en ur raktres anvet Ataxia, asambles gant John Frusciante. E 2006 en deus lakaet embann ur bladenn anvet "There to here". Picciotto a gendalc'h da broudiñ pladennoù strolladoù all.
Pladennaoueg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pladennoù bras
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- EP: Fugazi (1988)
- Margin Walker (1989)
- 7": 3 Songs (1990)
- Repeater (1990)
- Steady Diet of Nothing (1991)
- In on The Kill Taker (1993)
- Red Medicine (1995)
- End Hits (1998)
- 7": Furniture + 2 (2001)
- The Argument (2001)
Dastumadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 13 Songs (EP 'Fugazi' + 'Margin Walker')
- Repeater + 3 Songs ('Repeater' + 7" '3 Songs')
Tonioù all tennet eus dastumdegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- In Defense of Humans
- Reprovisional (Live)
- Burning (Live)
- The Word
Sonerezh filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]DVD/Video
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Azerrad, Michael. Our Band Could Be Your Life - Scenes from the American Indie Underground, 1981-1991, Back Bay Books / Little, Brown and Company, NY, 2001. P. 376-410