Ferrari
Neuz
Ferrari S.p.A. (italianegferˈraːri) zo ur saver kirri pompad italian diazezet e Maranello ha krouet gant Enzo Ferrari e 1939 diwar rann-redadegoù Alfa Romeo dindan an anv Auto Avio Costruzioni. E oto gentañ he doa savet e 1940 hag ar Ferrari kentañ e 1947.
Fiat S.p.A he doa prenet 50% eus an embregerezh e 1969 a-raok kreskiñ he ferzh betek 90% e 1988. Dispartiet e oa bet an embregerezh diouzh ar strollad Fiat Chrysler Automobiles adalek 2015.
A-hed hec'h istor e oa bet liammet Ferrari ouzh ar redadegoù kirri dre he skipailh Scuderia Ferrari, e Formulenn 1 dreist-holl e-lec'h m'emañ ar skipailh koshañ hag an hini en doa bet berzh ar muiañ (16 titl ar saverien ha 15 titl ar vlenierien) met en Andur ivez.