[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

FN FNP

Eus Wikipedia
FN FNP
Skeudenn ar pennad FN FNP

FN FNP-40
Kinnig
Bro Banniel Belgia Belgia
Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mont en-dro Pistolenn damaotomatek, un-ober/daou-ober
Munisionoù .45 ACP (FNP-45)
9 mm Parabellum (FNP-9)
.357 SIG (FN-357)
.40 S&W (FN-40)
Produer orin FN Herstal
Mare produiñ 2003 - 2011
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 0,700 kg
0,757 kg (FNP-40)
0,919 kg (FNP-45)
Hirder 188 mm
199 mm (FNP-45)
Hirder ar c'hanol 102 mm
114 mm (FNP-45)
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 50 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 253 m/s
Endalc'h Kargerioù-fiñv
14 kartouchenn(FN-40)
15 kartouchenn (FNP-45, FNP-357)
16 kartouchenn (FNP-9)
10 kartouchenn (an holl galibroù, evit doujañ ouzh lezennoù broioù 'zo)
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An FN FNP zo ur bistolenn damaotomatek un-ober/daou-ober bet produet etre 2003 ha 2011 gant an FN Herstal (e Belgia) evit ar marc'had european ha gant an FNH USA, rann stadunanat an embregerezh, evit ar marc'had amerikan[1].

Pimpatromoù kentañ an FNP-9 (he stumm e 9 mm Parabellum) a oa prest e 2001, met ne grogas ar produiñ da vat nemet e 2003. Daou stumm all (FNP-357 hag FNP-40) a zo heñvel war-bouez o c'halibr. Ar stumm FNP-45, kambret e .45 ACP, a zo un tammig disheñvel abalamour dezhañ bezañ bet savet evit ezhommoù arme ar Stadoù-Unanet : kemmet eo bet e gouch, pouez-loc'hañ e zraen, ha gellet a raer implijout anezhañ e mod daouzehouiat[2].

Gwerzhet ez eus bet ur stumm sivil eus an FNP-9 anvet Browning PRO-9[1]. Ar rummad FNX en deus kemeret plas an FNP war gatalog an FN Herstal adalek 2009.

  1. 1,0 ha1,1 (en) FNP-9 / Browning PRO-9 pistol (Belgium / USA) (diellet) war World Guns (lennet d'an 03/09/2024)
  2. (en) VANDERLINDEN Anthony, Inside The Pistols Of FNH USA, American Rifleman, 29/07/2010 (lennet d'an 03/09/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan