Enez Marmara
Neuz
Enez Marmara (Marmara Adası e turkeg, Προκόννησος Prokonnisos e gresianeg) zo un enezenn eus Turkia, e Mor Marmara. E proviñs Balıkesir emañ.
117 km² eo he gorread ; an dorgenn uhelañ, anvet Büyükçayır tepesidir zo 699 metr uhelder. Annezet eo enez Marmara gant 7 500 a dud.
Erruout a reas ar C'hresianed e Prokonessos (Προκόννησος), anv kozh an enezenn, en IIIde milved kent JK.
E -493 e voe devet gant Darios Iañ, roue Pers.
Abaoe an Henamzer eo brudet an enezenn abalamour d'ar marbr gwenn a gaver enni, alese he anv. Implijet eo bet ar marbr-se evit sevel ur bern savadurioù en Azia Vihanañ ha pelloc'h zoken, e broioù eus reter ar Mor Kreizdouar, da vare an Impalaeriezh vizantat. Implijet e vez ar mengleuzioù hiziv c'hoazh.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]