[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Elisedd ap Gwylog

Eus Wikipedia
Rouantelezhioù ar grennamzer e Kembre

Elisedd ap Gwylog (Elisetus e latin hag Ellis e saozneg), ganet war-dro 725 ha marvet war-dro 755, a oa roue Powys.
Ne gaver ket kalz a dra en dielloù a-zivout Elisedd, a oa diskennad da Brochwel Ysgithrog. Aloubet en dije en-dro douaroù Powys goude ma oant bet aloubet gant ar Saozon.

E c'hourvab, Cyngen ap Cadell a savas ur peulvan evel maen-koun dezhañ nepell diouzh al lec'h m'emañ abati Valle Crucis krouet diwezhatoc'h. Croes Eliseg (pe Kroaz Eliseg a vez graet anezhañ), hogen ar meneg Eliseg a lenner war ar peul a rank bezañ ur fazi a-berzh bener an enskrivadur.

An enskrivadur latin war ar peul a zo bremañ diaes-kenañ da lenn, met evit doare e oa sklaeroc'h da vare Edward Lhuyd en adskrivas. Evel-henn emañ troidigezh al lodenn a denn da Elisedd :

+ Concenn mab Catell, Catell mab Brochmail, Brochmail mab Eliseg, Eliseg mab Guoillauc.
+ Hag ar Concenn-mañ, gourvab Eliseg, a savas ar maen-mañ evit e gourdad-kozh Eliseg.
+ An hevelep Eliseg, a juntas kevret hêrezh Powys . . . er-maez galloud an Angled war-bouez e gleze ha dre an tan.
+ Nep piv bennak a adlavar ar pozioù, ra vennigo ene Eliseg.

Hervez barzhonegoù kozh en devoa Elisedd ur gurunenn dibar, ur chadenn aour, hag a oa arouezioù dizalc'hted Powys[1]. Roud ebet anezho ne gaver en istor, met marteze e teujont war wel pa voe kurunennet Owain Glyndŵr e 1400.

War-lerc'h Elisedd e renas e vab Brochfael.

En e raok:
Gwylog ap Beli
Roue Powys
thum)

725 - 755
War e lerc'h:
Brochfael ab Elisedd

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]