Edwige
Neuz
Edwige a zo un anv-badez gallek (distaget edˈviːʒ) hag italianek (distaget edˈviːdʒe) deuet diwar an anv alamanek Hedvig (distaget ˈheːtvɪç), hag a gaver e meur a stumm e yezhoù Europa.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar stumm gallekaet-se eo a zo bet adkemeret e brezhoneg e Buhez ar Sent[1], ha skrivet Hedwij gantañ, da ober anv eus ar rouanez ha santez polonat Jadwiga Anjev, hep klask an anv germanek orin.
- Hedvig, pe Hedwig, anv orin, en holl yezhoù germanek
- Jadwiga, e poloneg
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Edwige Capet pe Hedwig Capet (td 969-1013), merc'h da Huon Capet, kontez Mons
- Edwige Avice (1945-) politikourez c'hall (PS)
- Edwige Feuillère (1907-1998), aktourez c'hall
- Edwige Danticat, skrivagnerez
- Edwige Antier, medisinez-vugale
- Edwige Pitel (g. e 1967), marc'hhouarnerez vreizhat
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Yann-Vari Perrot, Kure Sant-Nouga, Buhez ar sent, renket a-nevez gant E ar Moal, Montroulez, 1912, pp 729-731