[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Dian Cecht

Eus Wikipedia

E gwengelouriezh Iwerzhon eo Dian Cecht doue ar vezegiezh, pareour an Tuatha Dé Danann, ha mab Dagda hervez an Dindsenchas.

Tad eo da Cu, Cethen, Cian Miach, Airmed, Etan ar barzh, hag Ochtriullach. Dre e vab Cian eo tad-kozh Lugh a-berzh tad.

Anv Dian Cecht a c'hall dont ag ar geriennoù heniwerzhonek dían ("prim") ha cécht ("galloud"), aze e talvezfe "galloud prim". Hervez Whitley Stokes hag e droidigezh eus Cóir Anmann (geriadur an anvioù divoutin iwerzhonek) e c'heller treiñ e "Doue ar galloud".