Davies
Neuz
Davies zo un anv-tiegezh kembreat saoznekaet. Div vartezeadenn zo diwar-benn e orin. Hervez an hini gentañ e vefe un distummadur eus Dyfed, anv ur rouantelezh kembreat er Grennamzer. Gant an eil e teufe eus an anv hebraek David hag a zo ivez Sant patrom Bro-Gembre.
An eil anv-familh stankañ eo e Bro-Gembre hag an eizhvet e Bro-Saoz, er mervent hag er gwalarn dreist-holl, a-hed harzoù Kembre eta. Stank eo ivez e Kerne-Veur. Ral eo er Stadoù-Unanet avat, lec'h ma vez kavet an anv Davis kalz aliesoc'h.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv meur a zen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Richard Davies (war-dro 1501 – 7 a viz Du 1581), eskob kembreat
- John Davies (war-dro 1567–1644), skrivagner, troer, yezhadurour ha geriadurour kembraek
- John Glyn Davies (1870-1953), kelenner yezhoù keltiek, barzh kembraek, saver kanaouennoù
- Wilfred Mitford Davies (1895–1966), treser
- Idris Davies (1905-1953), barzh saoznek
- Pennar Davies (1911-1996), skrivagner kembraek a feiz kristen
- Rhiannon Davies Jones (ganet e 1921), romantourez kembraek
- John Davies (1938-2015), istorour
- Samantha Davies (g. e 1974), bageerez-dre-lien
- Iestyn Davies (g. e 1979), kaner contratenor