Cornelius Galle gozh
Neuz
Cornelius pe Cornelis Galle gozh (1576 e Antwerpen - 29 a viz Meurzh 1650 en Antwerpen) a oa un engraver flamank, o tont eus ur familh engraverien.
Buhez hag oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab da Philip Galle ha breur Theodor Galle e oa. Brudet eo dreist-holl a-drugarez d'e engravadurioù diwar Pieter Paul Rubens. Goude ur veaj da Roma asambles gant e vreur Theodor e tegasas meur a engravadur diwar oberennoù Raffaello Sanzio, ar re Carracci, Tizian, Guido Reni hag arzourien all. Aozer meur a zastumad engravadurioù e voe, De symbolis heroicis en o zouez.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The new Hollstein Dutch & Flemish etchings, engravings and woodcuts (1450 - 1700), Sound and Vision publishers, Rotterdam, 2001