Chloe
Neuz
Chloe zo un anv-badez saoznek, Chloé e galleg.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chloe, deuet diwar an anv henc'hresianek χλοε (C'hloe), hag a dalv kement ha glazur nevez, a oa un anv roet d'an doueez Demeter, pe d'he c'hevatal roman Keres.
Adstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ouzhpenn Chloe : Chloë, Cloe, Chlöe, Chloé, Clowy, Kloe, Khloe, Khloë, Khloé, Kloé , Kloë.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez: Chloé, Chloë, Cloé, Chloe, Chloée, Kloé e galleg
Diwar-benn an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meneget eo an anv er Bibl: e lizhiri Paol Tars da Gorintiz. Gwelet eo Chloe Korint evel ur santez gant ilizoù ar Reter.
- En iliz katolik e vez lidet an anv d'ar 5 a viz Here, da zeiz Fleur d'Issendolus
- Brudet mat e oa e Bro-Saoz e 2003, bloavezh ma voe roet ar muiañ d'ar merc'hedigoù.
- Lakaet eo bet diouzh ar c'hiz e galleg goude 1965, gant romant Boris Vian, l'Écume des jours, ha dreist-holl goude 1980.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chloé Clerc, kanerez c'hall
- Chloé Delaume, romantourez c'hall
- Chloé Dumas, aktourez c'hall
- Chloé Flipo, aktourez c'hall
- Chloë Grace Moretz, aktourez stadunanat
- Chloe Jones (1975-2005), aktourez stadunanat
- Chloë des Lysses,aktourez ha kazetennerez c'hall
- Chloe Marshall, dougerez dilhad saoz
- Chloé Mons, aktourez c'hall
- Chloé Mortaud, miss France 2009 ;
- Chloé Réjon, aktourez c'hall;
- Chloé Sainte-Marie, aktourez kanadian
- Chloë Sevigny, aktourez stadunanat
Arzoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Chloe e Dafnis ha Chloe',
- Chloe (Thressa), en Odes (I.23, III.7 ha III.26), gant ar barzh latin Horatio, a oa serc'h dezhañ;
- Chloe en Uncle Tom's Cabin, romant gant Harriet Beecher-Stowe en 1852.
- Chloé (Lefebvre) , taolenn gant Jules Joseph Lefebvre, e 1875.
- Chloe, e L'Écume des jours, romant gant Boris Vian e 1947.
Oabl
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- un asteroidenn(402) Chloé