Chaco (proviñs)
- Ur pennad Chaco zo ivez.
Chaco zo unan eus an 23 froviñs a ya d'ober Republik Arc'hantina. Resistencia eo ar gêr-benn anezhi. Eus 1950 betek 1955 e oa bet anvet Presidente Perón.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pobloù orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Spagnoliz=
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ Spagnol a redas dre ar Chaco e voe Aleixo Garcia, hag a oa o klask mengleuzioù Potosí. Re all a voe war e lerc'h : en 1528 Sebastián Gaboto, Juan de Ayolas Domingo Martínez de Irala, Álvar Núñez Cabeza de Vaca, en o zouez, a hedas lezioù ar stêrioù Paraná ha Paraguay betek genoù ar stêr Bermejo,
Kentañ lec'h annezet e Chaco da vat gant tud eus Europa e voe gant Alonso de Vera y Aragón d'ar 14 a viz Ebrel 1585, hag anvet e voe Concepción de Nuestra Señora, war lez ar Río Bermejo.
Neuze e krogas an avielañ, gant ar beleg sant Francisco Solano. En 1585 e tegouezhas ar jezuisted : Alonzo de Barzana ha Francisco de Angulo.
En 1590 e tegouezhas ar jezuisted Pedro de Añazco ha Juan Font (1557-1618),
Proviñsoù amezek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- er c'huzh-heol, Salta ha Santiago del Estero
- Formosa en hanternoz ha reter,
- Corrientes ha Paraguay er gevred
- ha Santa Fe er c'hreisteiz
| |||
An 23 froviñs : Evit an distrito federal, klask Kêr Buenos Aires |