[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Brezel kentañ Kongo

Eus Wikipedia
Kamp repuidi e Zair e 1994

Brezel kentañ Kongo a voe un emsav dispac'hel e Zair etre 1996 ha 1997 hag a echuas gant skarzhadenn an diktatour Mobutu Sese Seko.

Abaoe 1965 e veze renet Zair gant Mobutu en ur mod diktatourel ha war vrasaat ec'h ae an eneberezh outañ er vro. Er bloavezhioù 1990, gant fin ar Brezel Yen, e oa techet meur a vro en Afrika da vont war-zu an demokratelezh hag aotreet e voe al liesstrolladegezh gant Mobutu. Ne voe ket trawalc'h evit terriñ an emsavioù e Zair. Goude gouennlazh Rwanda e 1994 e teuas 2 vilion a repuidi, Hutued an darn vrasañ anezhe, d'en em staliañ e reter ar vro. E-touez ar repuidi-se e oa izili eus ar milisoù interahamwe hag a gasas argadoù ouzh Tutsied e Rwanda hag e Zair. Sikouret e voe ar milisoù hutu gant Mobutu.

Deroù ar brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1996, besgouarnour proviñs Sud-Kivu a embannas e ranke an Dutsied skarzhañ kuit diouzh Zair dindan boan da vezañ drouklazhet. Emsevel a reas neuze an Dutsied, mont a-du gant eneberien Mobutu ha krouiñ an AFDL (Alliance des Forces Démocratiques pour la Libération du Zaïre) renet gant Laurent-Désiré Kabila. Sikouret e oa an emsavidi gant Rwanda hag Ouganda. Diouzh e du, Mobutu ne oa ket skoazellet ken gant SUA abaoe fin ar Brezel Yen. Soudarded Kabila a gerzhas eus reter ar vro betek ar gêrbenn, Kinshasa, mac'h ejont tre enni d'ar 17 a viz Mae 1997. Mobutu a dec'has kuit diouzh ar vro ha Kabila a yeas da brezidant Republik Demokratel Kongo, anv nevez ar vro.

E-pad kerzhadeg an AFDL a-dreuz Kongo e voe skarzhet ha lazhet gante Hutued eus ar c'hampoù repuidi. War-dro 200 000 Hutu a vije marvet gant an naon hag ar c'hleñvedoù pe lazhet gant soudarded deuet eus Kigali.

Fin ar brezel kentañ, deroù an eil

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-boan erru e penn ar Stad en em lakaas Kabila da ren ar vro en ur mod diktatourel, e-giz ma rae Mobutu. Lesanvet Mergodenn Kigali dre m'en doa tapet ar galloud gant sikour Rwanda, e tivizas troc'hañ diouzh e gevredidi bet ha lâret d'ar goprsoudarded eus Rwanda hag Ouganda distreiñ d'o bro e 1998.