[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Borgarahreyfingin

Eus Wikipedia

Strollad ar geodedourien (islandeg: Borgarahreyfingin) a zo ur strollad politikel eus Island, bet savet diwar meur a strollad bihan, a-benn kemer perzh e dilennadeg parlamant Island e 2009[1]. D'ar mare-se eoa Island en ur stad fall abalamour d'an enkadenn ekonomikel.

Da-geñver an dilennadeg e tapas kaout ar strollad 4 dileuriad (diwar 63 en holl) en Althingi (parlamant Island) :

N'eus den ebet e penn ar strollad, met kaset eo gant tri den a genlabour, pep hini anezho gant e gargoù. D'ar 14 a viz Eost 2009 e kuitaas Þráinn Bertelsson ar strollad, hag e teuas da vezañ politikour dizalc'h. D'an 18 a viz Gwengolo 2009 e kuitaas an tri ezel all ar strollad, hag e savjont Hreyfingin. N'eus mui dileuriad ebet eus Strollad ar geodedourien en Althingi neuze.

  1. Elections in Iceland this weekend http://www.icenews.is/index.php/2009/04/22/elections-in-iceland-next-weekend/ IceNews, 22 a viz Ebrel 2009


Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]