[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Barnadenn Paris

Eus Wikipedia
Barn Paris
Sandro Botticelli, war-dro 1485-1488
Ral eo gwelout an teir doueez ken gwisket evel en daolenn-mañ.
Barn Paris
Anton Raphael Mengs, war-dro 1757
Paris o reiñ an aval da Afrodite, hag Athena oc'h ober selloù du.
Barn Paris
Enrique Simonet, war-dro 1904
Afrodite dirak Paris, Athena en tu kleiz pellañ ha Hera en o c'hichen.

Barn Paris zo danvez ur vojenn e gwengelouriezh Henc'hres ma'z eus kaoz eus Paris o varn kened an doueezed, hag o reiñ ar priz, un aval, da Afrodite, ma savas fulor en doueezed arall.

Ar vojenn vrudetañ diwar-benn Afrodite eo homañ, a ziskleir an abeg a voe da vrezel Troia.

Pa voe lidet eured ar roue Peleüs hag an nimfenn Thetis war Venez Olympos e oa bet pedet an holl zoueed d'ar banvez evel-just – war-bouez unan : Eris, doueez an dizemglev, ar c'hwezherez-tan anezhi, a oa bet lezet a-gostez. Ha peogwir ne gave ket honnezh he c'hont, hag e oa droug enni, he devoa graet he soñj kaout plijadur ivez diwar-goust ar re all. Ha hi dont hep bout pedet, ha ganti un aval eus Liorzh an Hesperidezed, ha teurel un aval-aour war taol ar banvez, ha war ar frouezhenn e oa skrivet Ἡ καλὴ λαϐέτω hê kalê labetô "D'an hini gaerañ" ; hennezh e voe « aval an dizemglev ».

Teir doueez a felle dezho kaout an aval : Athena, Hera hag Afrodite. Dre ma oa savet chao etre an teir, dre ma ne felle ket da Zeus dibab, e voe kaset Hermes da c'houlenn digant Paris, roue Troia, tennañ tud an eured eus ar gwall blegenn ma oant bet lakaet gant Eris an drougoberourez. War ar menez edo Paris o tiwall e zeñved, ha dezhañ e voe da varn an tabut.

Ha pep hini eus an teir doueez, d'he zro, da glask levezoniñ ar paotr yaouank gant o fromesaoù, ha da glask e c'hennañ. Ha Hera da brometiñ galloud kement hag ur roue, hag Athena furnez, nerzh-kalon, ha klod er brezel, hag Afrodite a ginnigas karantez digant kaerañ plac'h a oa er bed. Ha Paris da zibab Afrodite ha goulenn Helene evel priz, goude ma oa pried ar roue hellazat Menelaos. Hag evel-se eo e voe kaset e diegezh hag e vro da get.
Skrapadenn Helene Sparta gant Paris an hini a voe kaoz da Vrezel Troia. E-kerzh ar brezel-se eo e voe gloazet an doueez Afrodite gant Diomedes.

Meneget eo barn Paris gant ar barzh Homeros en Ilias :

« ...Hera hag ar Werc'hez he daoulagad pers.
Ar re-se a vage kasoni ruz ouzh Ilion santel,
Ouzh Priam hag e dud, abaoe ma voe dallet Paris
Hag en o dismegañsas pa gredas, hep e graou gevr,
Mont a-du gant an hini a ginnigas dezhañ an orged c'hwerv. »

Homeros, Ilias, XXIV[1]

An distro da Droia

Ha Paris da zistreiñ da Droia da-geñver ur genstrivadeg aozet gant Priamos etre priñsed kêr. Un ejen eus Menez Ida e oa ar priz. Met da Baris e oa al loen, lamet e oa bet digantañ, ha fellout a reas dezhañ kemer perzh er genstrivadeg evit e adkemer.
Trec'h e voe Paris e pep kenstrivadeg. En hini diwezhañ e rankas c'hoari ouzh e vreur Hektor. Da gentañ e seblantas bezañ an hini kreñvañ. Met fuloriñ a reas Hektor o welout un estren, a gave dezhañ, o terc'hel penn outañ, ha setu darbet dezhañ lazhañ Paris. Evit saveteiñ e vuhez e rankas Paris pignat war aoter Zeus. Neuze, Kasandra, a gave un tamm tres heñvel dezhañ, da c'houlennata ar gwaz yaouank, ma komprenas e oa eñ an hini e oa ar bugel dilezet. Hag ar roue Priamos, bouzar ouzh rakkemennoù an tonkadur, da zegemer ar priñs en e diegezh.

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Delwennoù hag engravadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Diwar Troidigezh c'hallek Frédéric Mugler, Actes Sud, 1995 (ISBN 978-2-330-02655-4) ; troidigezhioù gallek all en-linenn.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.