[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Banniel Djibouti

Eus Wikipedia
Banniel Djibouti

Banniel Djibouti eo banniel broadel Djibouti abaoe ar 27 a viz Even 1977, deiz dizalc'hiezh ar vro.

Graet eo ar banniel gant un tric'horn keitgarek gwenn (arouez ar peoc'h) diouzh tu ar fust ha div vandenn a-blaen, unan c'hlas e krec'h (arouez an oabl hag ar mor) hag unan wer en traoñ (arouez an douar). En tric'horn ez eus ur steredenn ruz pemp brec'h, arouez pemp rannvro ar Somalied : Djibouti, Ogaden, biz Kenya, Somalia saoz ha Somalia italian.