Arletty
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Léonie Bathiat |
Anv ganedigezh | Léonie Maria Julia Bathiat |
Anv-bihan | Léonie, Maria, Julia |
Anv-familh | Bathiat |
Lesanv | Arletty |
Deiziad ganedigezh | 15 Mae 1898 |
Lec'h ganedigezh | Courbevoie |
Deiziad ar marv | 23 Gou 1992 |
Lec'h ar marv | 16th arrondissement of Paris |
Lec'h douaridigezh | Cimetière des Fauvelles |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | aktour, kaner, model, aktour sinema, aktour c'hoariva |
Tachenn labour | aktour |
Deroù ar prantad labour | 1930 |
Dibenn ar prantad labour | 1963 |
Kleñved | dallentez |
Benveg sonerezh | mouezh |
Oberenn heverk | Hôtel du Nord, Extenuating Circumstances, Le Jour Se Lève, Les Visiteurs du soir, Children of Paradise |
Documentation files at | SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts |
Arletty, bet ganet Léonie Maria Julia Bathiat d'ar 15 a viz Mae 1898 e Courbevoie (Seine d'ar mare-se, Bro-C'hall) hag aet da Anaon e Pariz d'an 23 a viz Gouere 1992, a oa un aktourez (c'hoariva ha sinema) c'hall.
Dont a ra he lesanv Arletty eus an anv-badez gallek Arlette.
Arletty hag an Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-pad mare an ac'hubiñ Alaman e veze gwelet o vont gant he perzhioù-roll brudetañ evel Madame sans gêne gant Roger Richebé hag hini "Dominique" er film Les Visiteurs du soir (sevenet gant Marcel Carné e 1942) a-gevret gant Alain Cuny, Jules Berry ha Marie Déa.
Goude dieubidigezh ar Frañs e 1944 e voe harzet, n'eo ket abalamour m'he dije kenlabouret, met dre ma oa bet tomm ouzh Hans Jürgen Soehring (1908-1960) un ofisour alaman. Édith Piaf avat, a veve en ur fouzhlec'h darempredet gant ofiserien alaman, ne c'hoarvezas mann dezhi.
Gwallgaset gant un FFI e-pad he harzadeg e stufas dezhañ ar frazenn chomet brudet-mat: « Ma z'eo Gall ma c'halon, evit ma revr a zo etrebroadel! »