[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ar Mell Irvinenn

Eus Wikipedia
Ar Mell Irvinenn, skeudennet gant Elisabeth Boehm (1887)


Ar Mell Irvinenn (Репка, repka, e ruseg) zo ur gontadenn-bobl eus Rusia, embannet e 1863 gant Aleksandr Afanasiev en e levr Narodnye russkie skazki.

Ur gontadenn war-gresk eo, gant un tad-kozh hag en deus hadet un irvinenn hag a deu da vezañ ken bras ma n'hall ket he zennañ e-unan. Neuze e c'houlenn sikour digant ar vamm-gozh, digant ar verc'h, digant ar c'hazh, digant al logodenn.

E ruseg e teu un tamm eus plijadur ar gontadenn gant ar glotenn ka en anvioù: repka (irvinenn), dedka (tad-kozh), babka (mamm-gozh), vnuchka (merc'h-vihan), zhuchka (kiez), koshka (kazhez), myshka (logodenn).

Doareoù all eus ar gontadenn zo bet aozet gant Konstantin Ushinsky (1864), Vladimir Dal (1870), hag Aleksey Nikolayevich Tolstoy (1940).

Savet eo bet ar skrid brezhonek gant Mark Kerrain hag embannet eo bet ar gontadenn gant Sav-Heol e 2011, skeudennaouet gant Mael Vérot.