[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Anna Politkovskaya

Eus Wikipedia
Anna Politkovskaia e 2005

Anna Stepanovna Politkovskaya (Анна Степановна Политковская) a oa bet ganet d'an 30 Eost 1958 e New York hag a oa bet drouklazhet d'ar 7 Here 2006 e Moskov e-barzh hall ar savadur ma oa o chom.

Ur gazetennerez eus Rusia e oa ha brudet eo bet abalamour d' he fennadoù diwar-benn brezel Tchetchenia hag he frankiz e-keñver galloud Vladimir Putin. Abaoe miz Mezheven 1999 e skrive er gazetenn Novaya Gazeta.

Da-heul he marv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Argerzh ar justis

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An enklask war muntr ar gazetennerez a zo echuet e miz Mezheven 2008 pa voe lakaet dindan ensell pevar den diskred warno, tri outo a orin eus Tchetchenia hag un ofiser eus ar FSB. N'eus bet adkavet oberer ebet ha n'eus bet kondaonet hini ebet. An oberer pennañ argredet a zo tec'het, an trede breur Makhmoudov e vefe[1] D'an 19 a viz C'hwevrer 2009 eo bet akuitet ar breudeur (Djabrail hag Ibragim) Makhmoudov ha Sergey Khadjikourbanov[2]. E fin miz Mezheven 2009 e oa nullet an akuitadur gant al Lez-veur. Ur prosez nevez a oa digoret d'ar 5 a viz Eost 2009. Kenderc'hel a ra familh Anna Politkovskaya hag he c'henlabourerien da lavaret ne zegaso netra ur prosez all ma ne vez ket adc'hraet an enklask.

Savet he deus Nolwenn Korbell ar ganaouenn Anna evit dougen bri d'ar gazetennerez drouklazhet. Embannet e oa bet e 2007 en hec'h albom Red (eilet gant ar gitarour Soaig Siberil) hag e 2010 en albom Noazh.

  • e galleg :
    • Hommage à Anna Politkovskaïa, embanner : Buchet Chastel (collection "Au fait"), 2007
    • Douloureuse Russie : journal d'une femme en colère, Anna Politkovskaïa, embanner : Buchet Chastel, 2006
    • Tchétchénie, le déshonneur russe, Anna Politkovskaia, embanner : Buchet-Chastel, 2003
    • Voyage en enfer, Anna Politkovskaia, embanner : Robert Laffont, 2000
  1. (fr) Le Monde, embannadur an 20 a viz Mezheven 2008, Le parquet russe clôt l'enquête sur le meurtre d'Anna Politovskaïa
  2. (fr) Ar barner e karg eus an afer a c'houlenn e vefe adkroget gant an enklask. Tribune de Genève, 20 a viz C'hwevrer 2009.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]