Andrzej Sapkowski
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Polonia |
Anv e yezh-vamm an den | Andrzej Sapkowski |
Anv-bihan | Andrzej |
Anv-familh | Sapkowski |
Deiziad ganedigezh | 21 Mez 1948 |
Lec'h ganedigezh | Łódź |
Yezhoù komzet pe skrivet | poloneg, saozneg |
Yezh implijet dre skrid | poloneg |
Micher | skrivagner, troer |
Tachenn labour | faltazi |
Bet war ar studi e | University of Łódź, XXI Liceum Ogólnokształcące in Łódź |
Lec'h labour | Łódź |
Deroù ar prantad labour | 1986 |
Relijion | dizoueegezh |
Ezel eus | Stowarzyszenie Pisarzy Polskich |
Tachenn | faltazi |
Bet kinniget evit | Nike Award |
Andrzej Sapkowski (distagadur polonek : [ˈandʐɛj sapˈkɔfskʲi]) ganet d'an 21 a viz Even 1948 a zo ur skrivagner moliac'h brudet a orin eus Polonia. Bet eo ivez troour hag ekonomiour, ha skrivagner ar romantoù The Witcher.
Er bloavezh 2014 e oa bet enoret Sapkowski gant ar vedalenn evit dellid d'ar sevenadur– Gloria Artis (Zasłużony Kulturze - Gloria Artis)[1].
Fent en deus Andrzej Sapkowski er vuhez a pemdez kement hag en e levrioù, a-wechoù e teu a-benn da feukañ an dud hep kaout ar c'hoant. D'ur goulenn e-pad ur Polcon war ar c'hoarioù e respontas "ne anaveze den en devoa c'hoariet d'ar c'hoarioù... Dre ma chome tost ouzh tud speredek".
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sapkowski a oa bet studier war an ekonomiezh, a-raok mont gant hent ar skrivañ, e oa bet labouret gantañ evel gwerzher evit un embregerezh eskemmoù marc'hadourezhioù etrebroadel. Krog e voe gant hent ar skrivañ evel troour, dreist-holl oberennoù skiant-faltazi. Diskleriañ a ra en devoa bet skrivet e c'hentañ danevell "The Witcher" ("Wiedźmin") a daol-trumm evit gellout kemer perzh en ur genstrivadeg skiant-faltazi ha moliac'h aozet gant ar gelaouenn polonat Fantastyka.
Brud bras a reas kerkent hag embannet. Sapkowski a grouas ur c'helc'hiad istorioù adal an danevell e-bed ar sorserien Wiedźmin gant teir dastumad danevelloù pe istorioù berr ha pemp romant. Ar c'helc'hiad hag al levrioù tro-dro o deus degaset brud war an aozour ha lakaet war-raok ar vro da geñver sevenadur. Ar berzh bras a voe graet gant an heuliad c'hoarioù video The Witcher a zegasas ur brud er-maez d'eus Europa o vont etrezek ar bed holl.
Feuket e oa bet an aozour o welet e oa brudetoc'h an adsevel doare c'hoarioù video eget e romantoù[2].
Romantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Heuliad The Witcher
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Titl orin | Titl e Brezhoneg | 1añ embannadur | |
---|---|---|---|
0. | Wiedźmin | Ar Sorser | 1990 |
1. | Miecz przeznaczenia | Kleze an tonkad | 1992 |
2. | Ostatnie życzenie | An het diwezhañ | 1993 |
3. | Krew elfów | Gwad an elfed | 1994 |
4. | Czas pogardy | Amzer ar c'hounnar | 1995 |
5. | Chrzest ognia | Badez an tan | 1996 |
6. | Wieża Jaskółki | Tour ar gwennili | 1997 |
7. | Pani Jeziora | Itron al lenn | 1999 |
8. | Sezon burz | Mare ar c'horventennoù | 2013 |