Amprevan
- Evit ar ger kunujenniñ sellout ouzh kunujenn.
| |||
---|---|---|---|
Eristalinus taeniops
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Arthropoda | ||
Kevrennad : | Insecta | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An amprevaned zo loened divellkeinek eus skourrad an Artropoded, azonet gant ur c'horf rannet e tri fezh : ur penn div dastornell outañ, ur brusk c'hwec'h pav outañ, hag ur c'hof — ar c'hevnid n'int ket amprevaned eta.
En Devonian, war-dro 410 milion a vloavezhioù zo, e voe al loened c'hwec'hpavek kentañ ; er Glaouvezh (–360 m. a v.) e voe an amprevaned gwirion kentañ, en urzhadoù Hemiptera, Odonata, Orthoptera.
War-dro 5,5 milion a spesadoù amprevaned zo, da lavaret eo 70% eus ar spesadoù loened a zo war an Douar.
Ur milion hepken eus ar spesadoù amprevaned zo bet deskrivet gant ar skiantourien, pa 'z eus bet deskrivet 19 000 spesad pesked, 9 000 evn, 6 000 stlejvil, 4 500 bronneg ha 2 800 divelfenneg.
Korfadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rannet eo korf an amprevaned e teir lodenn goloet gant kitin : ar penn, ar brusk (pe toraks) hag ar c'hof (pe abdomen).
- Takad ar skiantoù eo ar penn gant al lagadoù, an tastornelloù...
- Takad an dilec'hiañ eo ar brusk gant ar pavioù hag an eskell.
- Takad ar gouennañ eo ar c'hof.
Tri re bavioù zo gant an amprevaned. En doare-se ez eus tu da verzout n'eo ket ar c'hevnid amprevaned met araknided.
Reoliadur emvagañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liesseurt eo reoliadur-emvagañ an amprevaned :
- Geotdebrerien : etre 40% ha 50% eus an amprevaned. En em vagañ a reont, diouzh ar spesadoù anezho, diwar lodennoù disheñvel ar plant (delioù, koad, greun, frouezh, pollen...).
- Kigdebrerien : preizhataerien (amprevaned all, koftroadeged...) pe arvevaded (war amprevaned all pe dre sunañ gwad mellkeineged).
- Hollzebrerien
- Saprofajed
...
Istor an amprevaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An amprevaned karrekaet koshañ adkavet a vefe eus marevezh an Devonian, da lâret eo war-dro 350 milion a vloavezhioù zo. Diaskell e oant.
Evit pezh a sell eus an amprevaned askellek koshañ adkavet e vefent bet karrekaet etre -325 ha -300 milion a vloavezhioù zo. Tennañ a raent d'an nadozioù-aer a-vremañ, gant un hed-eskell etre 40 ha 60 cm.
Studiet e vez an amprevaned gant an amprevanoniourien, hag an amprevanoniezh eo anv o skiant.
-
Coleoptera
387 000 -
Lepidoptera
157 000 -
Diptera
155 000 -
Hymenoptera
117 000 -
Hemiptera
104 000 -
Amprevaned all
80 000 -
Orthoptera
24 000
- Gwelout Listennad anvioù amprevaned
Debrerien-amprevaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Debret e vez an amprevaned gant meur a loen, en o zouez un urzhad bronneged a vez graet an amprevanetaerien anezho, evel
- an avalaouer,
- an askell-groc'hen,
- ar c'hoz,
- ar minoc'h
Estreget bronneged a zebr amprevaned avat: bez ez eus ivez
Rummatadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Monura, aet da get
- Archaeognatha (=Microcoryphia)
- Thysanura (=Zygentoma) (pesk-arc'hant)
- Paleoptera
- Ephemeroptera
- Palaeodictyoptera, aet da get
- Megasecoptera, aet da get
- Archodonata, aet da get
- Diaphanopterodea , aet da get
- Protodonata (=Meganisoptera ), aet da get
- Protanisoptera , aet da get
- Triadophlebioptera , aet da get
- Protozygoptera (=Archizygoptera ), aet da get
- Odonata (nadoz-aer)
- Neoptera
- Paleoptera
- Polyneoptera
- Caloneurodea , aet da get
- Titanoptera , aet da get
- Protorthoptera , aet da get
- Plecoptera
- Embiidina (=Embioptera)
- Zoraptera
- Dermaptera
- Orthoptera
- Phasmatodea
- Notoptera
- Blattaria
- Paraneoptera
- Endopterygota (= Holometabola)
- Glosselytrodea , aet da get
- Miomoptera , aet da get
- Hymenoptera
- Coleoptera
- Strepsiptera
- Neuropterida
- Antliophora/Mecopteroidea
- Diptera
- Protodiptera , aet da get
- Amphiesmenoptera
- Polyneoptera
Skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Insektors, Fantôme, 1994
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) G. B. Kerverziou : Levr an amprevaned, skeudennoù gant Yann Berthou, Skridoù Breizh, Brest.
- (en) Nigel E. Stork : How Many Species of Insect and Other Arthropods Are There on Earth? — Annual Review of Entomology
- (en) Bernhard Misof et al. : Phylogenomics resolves the timing and pattern of insect evolution — Science
Limmoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) (en) Anima (ex) musica : amprevaned ramzel savet diwar tammoù binvioù-seniñ.