[go: up one dir, main page]

Brezhoneg

 
Selaou trouz ar mor. (1)
 
Kardinaled o selaou dirak un nor. 1895.

  Etimologiezh

(Verb) (1499) Sezlou er C'hatolikon[1]. Da geñveriañ gant ar ger kerneveurek golsawas, dezhañ ar memes ster. Etimologiezh diasur[2].
(Furm-verb) Savet diwar « selaou- », pennrann ar verb « selaou », hep dibenn-ger.

  Verb

selaou /ˈseːlɔw/ /ˈʃeːlɔw/ ; verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : selaouet). (displegadur)

  1. Teuler evezh evit klevet.
    selaou pizh
  2. chom da selaou
  3. Selaou ober un dra
    • Didostait kozh ha yaouank, didostait da glevet Da selaou kanañ ur son a zo nevez savet.
  4. Selaou traoù (kanaouennoù, kontadennoù, kuzulioù ub):
  5. Selaou pedenn ub
  6. Selaou tud pe loened:
  7. selaou tud pe loened oc'h ober tra pe dra
    selaou mouilc'hi o foerat

selaou ouzh verb kreñv dieeun

  1. Reiñ e c'houlenn da unan bennak.
  2. Selaou ouzh pedenn ub
  3. Selaou ouzh ub: ober diouzh ali pe urzh unan bennak, ober evel ma lavar den pe zen.

Deveradoù

Troioù-lavar


Troidigezhioù

Teuler evezh evit klevet (1)

Reiñ e c'houlenn da unan bennak

  Furm verb

selaou /ˈseːlɔw/

  1. Furm ar verb selaou e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
  2. Furm ar verb selaou en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.
    • ... ; selaou ac'hanon. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 158.)
    • Selaou, va mab, gourc'hemenn ur mestr, ha digor d'e glevout skouarn da galon. — (Sant Benead - Reolenn ar venec'h, Studi hag Ober, 1974, p. 3.)

  Daveoù

Roll an daveoù :


  Anv-kadarn

selaou

  1. Ober ur selaou.