lavarout
Brezhoneg
Verb
lavarout /laˈvɑːrut/ verb kreñv eeun (displegadur)
- lavarout da unan bennak
- lavarout un dra bennak:
- Dizale 'ta, n'em bo urzh da lavarout ger ebet ken ganeoc'h-c'hwi, nag en ti, nag er maez ! [...]. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 42.)
- lavarout e c'her.
- Lavarout da unan bennak ober un dra bennak.
- ... an Aoutrou de Champagny ... a gasaz eur mevel kalounek ... da lavaret d’ezhan beza var evez, ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 16.)
- An Aoutrou de la Marche, savet el lestr, a drugarekeaz an dud kalounek o doa hen digaset betek eno, hag a lavaraz d’ezho daoulina ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 25.)
- Kaer am euz lavaret d’ezhan beza dinec’h, ne ra van ouc’h va c’hlevet.
- Lavaret e oa dezo o zri mond da breja da di ar mêr. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 429.)
- Lavarout un dra dezhañ e-unan
- ... hag e lavare dezhañ e-unan.... — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/5, Al Liamm, 1994, p. 172.)
- Na lavarout na grik na mik : na lavarout ger ebet.
- Dirak un islavarenn:
- Sane. — Koulskoude e lavarec'h dec'h e oac'h skuiz gant an Aotrou Herve. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 33.)
- O lavarout edon eta ho po an toaz da lakaat e go. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 45.)
- Ma c'houlennit perak e fell gant Erwan Pennaroz ober ken brav d'e falc'herien, e lavarin deoc'h eo dre reizhded, dre galon vat. — (Brogarour, Onenn, 1936, p. 83.)
- « [...]. Ha plijout a rafe d'eoc'h, va niz, komz diwar va fouez da aotrou person ar barrez, ha lavarout d'ezañ e karfen mont d'e servija, da vevel, da jardiner, pe da gloc'her. — (Jakez Riou, Troiou-Kamm Alanig al Louarn I, Gwalarn niv. 89, Ebrel 1936, p. 43.)
- Hag evit gwir, ne ket koll ar penn eo lavaret e teu galloud eur persoun, eur c’hure, da barea gouliou an ene, da bardouni ar pec’hejou, da rei ar vadiziant, etc... euz a berz eur c’houarnamant hag a zo enn he benn eur protestant marteze ha ne anavez ket eo red kovez, ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 13.)
- ...da lavaret d’ezhan e ranke toui senti ouc’h al lezennou nevez great gand ar c’houarnamant ... — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 16.)
Adstummoù
Deveradoù
Troioù-lavar
- lavarout an oferenn
- lavarout ar wirionez
- lavarout bezañ (udb, en ulb, oc'h ober udb)
- lavarout da unan bennak
- lavarout e bater
- lavarout e begement
- lavarout e damm
- lavarout e c'her
- lavarout ennañ e-unan
- lavarout gaou / lavarout gwir
- lavarout ger
- lavarout grik
- lavarout hiroc'h
- lavarout kenavo
- lavarout netra
- lavarout ober un dra bennak,
- lavarout ouzh un den
- lavarout trugarez da un den da vezañ graet tra pe dra
- lavarout un anv eus unan bennak
- lavarout un anv eus un dra bennak
- lavarout un dra bennak da unan bennak
- lavarout un istor
- lavarout ur bedenn
- lavarout ya / lavarout nann
-