[go: up one dir, main page]

Brezhoneg

  Etimologiezh

Savet diwar kar-, pennrann ar verb karout, hag an dibenn-ger -an.

  Furm verb

Kemmadur Furm
hep karan
dre vlotaat garan
dre c'hwezhañ c'haran
dre galetaat digemm
amreizh digemm

karan /ˈkɑː.rãn/

  1. Furm ar verb karout e kentañ gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
Sane. — Ho mab a zo a oad ganen ha kement e karan anezan ma na garfen kaout den-all ebed nemedoc'h da skolia ac'hanon. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 4.)
— « O va Doue ! » eme ur vaouez, a oa azezet war al letonenn, « me ne garan ket ar seurt traoù, me a gav gwelloc'h mont en-dro d'ar gêr. » — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 116.)
Me, 'vat, ne garan ket kleved kurunou. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 239.)
— Ne ouzon ket, ma zad, rak o-zri o c'haran, kement an eil evel egile. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 189.)

Troidigezhioù


Esperanteg

  Furm anv-gwan

karan /ˈka.ran/

  1. Unander an anv-gwan kara en akuzativ.