[go: up one dir, main page]

Priel

kumun Aodoù-an-Arvor

Priel (distaget [pri'ɛl] er vro, [plø'jɛl] pelloc'h) zo ur gumun eus Breizh e kanton Landreger, e departamant Aodoù-an-Arvor, war lez kleiz aber stêr Landreger.

Priel
Porzh ar Roc'h-Velen e genoù ar Yeodi.
Porzh ar Roc'h-Velen e genoù ar Yeodi.
Anv gallek (ofisiel) Plouguiel
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Landreger
Kod kumun 22221
Kod post 22220
Maer
Amzer gefridi
Pierre Huonnic
2020-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger-Goueloù
Lec'hienn Web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 744 ann. (2020)[1]
Stankter 91 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 47′ 53″ Norzh
3° 14′ 22″ Kornôg
/ 48.798055556, -3.239444444
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 67 m
Gorread 19,07 km²
Lec'hiañ ar gêr
Priel
Priel. Panell ar Gêr

Douaroniezh

kemmañ

Bevennet eo Priel gant an dour : ur mor (hini Breizh) ha div stêr (ar Gindi ha genoù ar Yeodi (rinier Landreger).

Ar Vinic'hi, Kamlez, Landreger, Perwenan ha Plougouskant eo ar c'humunioù amezek.

Dezougen

kemmañ

"Ploeguyel" c. 1160 (Dom Morice); "Ploeguiel", 1253 ha c. 1330 (Eskoptioù Breizh) ; "Plogul", "Ploeguier", "Ployguiel", "Pluiguyel", "Ploeguielle", Plueyguiel", "Pluoyguiel", "Pluyguiuel", 1330 (prosez santelezhadur sant Erwan); "de Plebello ?", 1371 (Dom Morice); "Ploeguiell" 1420 (Yann V); "Ploeguiel", 1426, "Ploueguiel" 1516, (diellevr Redon); "Ploueguel", 1592 (Eskoptioù Breizh); "Plonguel", 1630 (Ao. Hardy)[2] Dont a ra eus an anv kozh Plougiel (alese an anv ofisiel gallek), deuet eus an anv Kiel, skrivet Chielus en ur Vita eus 884 gant un diskibl da Baol Aorelian[3].

Ardamezioù

kemmañ

N'ez eus ket evit ar poent.

  • E-pad ar Brezel Bras e oa bet degemeret e Priel, e-tal kaeoù Landreger, unan eus kentañ bonioù dournijerezioù. E 2004 e oa bet savet ur monumant koun war lec'hienn ar Roc'h Du.
  • Mervel a reas 96 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,37 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
  • Mervel a reas 31 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • Mervel a reas pemp soudard.
  • Mervel a reas ur soudard e 1962 .

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz katolik Itron Varia.
  • Kastell Keralio, XVvet kantved, a c'haller gweladenniñ an diavaez anezhañ adalek miz Gouere betek miz Gwengolo.
  • Chapel Itron-Varia ar C'heloù Mat.
  • Liorzhoù ar plant arallvro e Maner Kestellig.
  • Dourbont ar Gindi bet savet adalek 1610 betek 1623.
  • Treuzell Sant-Frañsez (dreist ar Gindi).
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[5].
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, anv ebet outi, Da vugale ar barrouz marvet er brezel 1914-1918, luc’hskeudenn[6].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ
Listenn ar vaered
Mare Anv Strollad Karg
2020 bremañ Pierre Huonnic
miz Ebrel 2014 2020 Jean-Yves Nédélec
miz Meurzh 2008 Ebrel 2014 Rolande Clochet
1995 miz Meurzh 2008 Michel Bataille
-- 1995 François Gégou PCF
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Tud brudet

kemmañ

Tud bet ganet eno

kemmañ

Tud bet marvet eno

kemmañ

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  Arel,

aotrounez Lesguiel

Palefarzhet etre argant ha glazur
  Artur, aotrounez Keralio En glazur e greskenn en argant, heuliet gant teir rodig-kentr ivez en argant

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
  3. (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  4. 4,0 ha4,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. (fr)Memorial Genweb
  6. (fr)Memorial Genweb