2020
bloavezh
Bloavezhioù: ../.. 2014 2015 2016 2017 2018 2019 - 2020 - 2021 2022 2023 2024 2025 2026 ../.. | |
Dekvedoù: 2000 2010 - Bloavezhioù 2020 - 2030 2040 | |
Kantvedoù: XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved |
Diwar-benn bloavezh 2020 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
Deiziadurioù all
kemmañKlotañ a raio bloavezh 2020 an deiziadur gregorian gant ar bloavezhioù-mañ :
- Deiziadur hebraek : 5780 / 5781
- Deiziadur muzulman : 1441 / 1442
- Deiziadur pers : 1398 / 1399
- Deiziadur sayana : 1941 / 1942
- Devezhioù juluan :
- Bloaz nevez sinaat :
Darvoudoù diawelet
kemmañDarvoudoù
kemmañ- Kleñved-red Wuhan: ar c'horonzvirud COVID-19 o redek dre ar bed
- 31 a viz Genver : mont a ra ar Rouantelezh Unanet kuit diouzh Unaniezh Europa.
- 29 a viz C'hwevrer : un emglev peoc'h zo sinet etre Stadoù Unanet Amerika ha Talibaned Afghanistan, evit lakaat fin d'ar brezel er vro-hont.
- 1añ a viz Meurzh : ouzhpenn daou-ugent den zo lazhet ha 200 gloazet e kannoù etre muzulmaned hag hindouiz e New Delhi, en India.
- 27 a viz Meurzh : emezelañ a ra Makedonia an Norzh da Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA).
- 21 a viz Mezheven : embann a ra henoniourien eus Bro-Saoz ez eus bet kavet nepell diouzh meurvein Stonehenge un ugent bennak a doulloù gelc’hiek hag a stumm ur c’helc’h daou gilometr a dreuzkiz.
- 25 Mezheven-1añ Gouere : votadeg e Rusia da zegemer kemmoù e bonreizh ar vro, ar pezh a roio gwir da Vladimir Poutin da vont war ar renk adarre evit bezañ prezidant, hag a lakaio ar rusianeg da dremen a-raok ar yezhoù all e republikoù Rusia.
- 3 a viz Gouere : anvet eo Jean Castex da gentañ ministr Bro-C’hall e-lec’h Édouard Philippe.
- 24 a viz Gouere : en Istanbul e teu savadur Santez-Sofia da vezañ ur voskeenn en-dro ha n'eo ket ur mirdi ken.
- 4 a viz Eost : roue kozh Spagn, Juan Carlos Iañ a ya d'an harlu abalamour ma tamaller dezhañ bezañ touchet arc'hant bras e-skeud marc'hadoù etre Spagn hag Arabia Saoudat.
- 16 a viz Eost : e Traoñienn ar Marv, e Kalifornia, eo savet ar wrez betek 54,4°, ar sifr uhelañ bet tizhet biskoazh war an Douar.
- 18 a viz Eost : taol-stad gant an arme a-enep prezidant [[Mali, Ibrahim Boubacar Keita.
- 25 a viz Eost : embann a ra Aozadur Bedel ar Yec'hed n'eus ket a boliomielit ken en Afrika.