[go: up one dir, main page]

Here

10vet miz ar bloaz
Genver · C'hwevrer · Meurzh · Ebrel · Mae · Mezheven · Gouere · Eost · Gwengolo · Here · Du · Kerzu
Here
1 2 3 4 5 6 7
8 9 10 11 12 13 14
15 16 17 18 19 20 21
22 23 24 25 26 27 28
29 30 31        


Dekvet miz ar bloaz eo miz Here hervez an deiziadur gregorian, unan eus mizioù an diskar-amzer.

Here, e Les Très Riches Heures du duc de Berry, 1486
Chill October, John Everett Millais, 1870

Anvioù Here er yezhoù all

kemmañ
  • Er yezhoù latin, germanek hag kar d'ar saozneg ez eo deveret diouzh al latin ôctō, "eight" peogwir e oa Here an eizhvet miz gwechall.
  • Finneg : lokakuu, evit "miz ar boultrenn".
  • Iwerzhoneg : Deireadh Fómhair, evit "fin an eost", "peurzorn".
  • Izelvroeg : Wijnmaand evit "Miz ar gwin", rak er miz-mañ e veze puret ar gwin.
  • Skoseg : an Damhar, evit "mare kasadenn ar c'hirvi".
  • Turkeg : Ekim, evit "mare hadeg an ed".

Krennlavaroù

kemmañ
  • « Da foar Paol / Kefeleg war an daol »[1]
  • « E miz Hero / Teilit mat hag ho pezo »
  • « Foar Here e Gouenoù / Poent eo skuilhañ an trempoù »
  • « Here, Du ha Kerzu / A c'halver ar mizioù du »
  • « Tremenet pardon Bulad / A bep koabrenn, pep kaouad »[2]
  • « Deiz foar Vikael an hini a chom un deiz hag un noz e kêr a deu e miz Here d'ar gêr. »[3]
  • « Hanter-noz gouel an Ollsent e ya miz Here en e hent. »[4]
  • « Miz Here a font ar plom war an tïez. »[4]
  • « Pa vez miz Here e vez re nebeud daou droad en ur gwele. »[4]
  • « Pa ya miz Here en e hent, da hanter-noz (pe : an deiz war-lerc'h) e vez gouel an Ollsent »[4]

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Foar Kastell-Paol : 10/10 ; digor ar chase.
  2. Pardon Bulad-Pestivien : 08/10.
  3. Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, levrenn 3, Librairie Bretonne Giraudon, Barr-Heol, 1974, pajenn 323.
  4. 4,0 4,1 4,2 ha4,3 Jules Gros, Le Trésor du Breton parlé, levrenn 3, Librairie Bretonne Giraudon, Barr-Heol , 1974, pajenn 324.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.