Lenn Veur
Ul lenn vras er c'hreisteiz d'al Liger e Bro-Naoned eo al Lenn Veur (galleg: Grand-Lieu er vro; Lac de Grand-Lieu stumm lennek).
Kemm-digemm eo gorread al Lenn Veur : 62,92 km², met etre 35 km² en hañv ha betek 65 km² er goañv.
Bas eo al lenn, pa 'z eo 1,60 m he donder keitat, 4 m d'an donañ.
Pinvidik eo an natur eno, koulz e-keñver al loened hag ar plant. Ur mirva naturel zo eno ivez, a zo meret gant hemolc'herien. Lenn vrasañ Breizh eo a-bell, hag unan eus lennoù brasañ plaenennoù Europa ar C'hornaoueg.
Ar c'humunioù
kemmañE kumun Sant-Filberzh-Deaz emañ ar braz eus al Lenn Veur. Ar c'humunioù all a sko war al lenn eo :
Ar stêrioù
kemmañDiv stêr a ya da vagañ al Lenn Veur:
• ar stêr anvet Bolon o tont eus Vande dre ar gevred;
• an Ognon o tont eus kumun Sant-Andrev-Trizek-Hent (e departamant ar Vande bremañ), dre ar reter.
Dre ar stêr Acheno er gwalarn ez a an doureier kuit war-du ar stêr Liger.
Istor
kemmañ- Eil brezel-bed: d'ar 4 a viz Eost 1944 e kouezhas ur c'harr-nij Focke-Wulf Fw 190 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) el Lenn Veur; ne voe ket kavet e sturier[1].
Lennegezh
kemmañ- Meneget eo al lenn e-barzh ar romant Mari Vorgan, gant Roparz Hemon.
Notennoù
kemmañ