[go: up one dir, main page]

Brengoloù

kumun Aodoù-an-Arvor

Brengoloù zo ur gumun e Bro-Dreger e kanton Pleuloc'h, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh. Brengoloù a zo ur gumun vihan dindan 938 hektar e-lec'h ma'z eus e-tro 350 den o vevañ, lec'hiet e harz ar vro c'halloù abalamour m’eo disrannet diouzh Pleuloc'h gant ar stêr Leñv. Ur gumun eo e-lec'h m'eo brav bevañ pe tremen ur pennad amzer. Ur poull-dour a zo e-lec'h ma c'haller pesketa etre Mezheven ha Gwengolo.

Brengoloù
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Anv gallek (ofisiel) Bringolo
Bro istorel Banniel Treger Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Plagad (betek 2015)
Pleuloc'h (abaoe 2015)
Kod kumun 22019
Kod post 22170
Maer
Amzer gefridi
Philippe Thomas
2020-2026
Etrekumuniezh Leñv Arvor Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Poblañsouriezh
Poblañs 495 ann. (2020)[1]
Stankter 53 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 34′ 35″ Norzh
3° 00′ 12″ Kornôg
/ 48.57637, -3.00325
Uhelderioù kreiz-kêr : 132 m
bihanañ 57 m — brasañ 132 m
Gorread 9,38 km²
Lec'hiañ ar gêr
Brengoloù

Douaroniezh

kemmañ
  • War al Leñv hag ar richer Kerham emañ Brengoloù.

Kumunioù amezek

kemmañ

Lec'hanvadurezh

kemmañ
Stummoù skrivet
  • Régis de Saint-Jouan (1990) : Bringollou, 1608 ; Bringollo, 1616 ; Brengolou, 1628.
  • Bernard Tanguy (1992) : Bringollo, 1616 ; Bringollou, 1618 ; Bringolou, 1628.
  • Erwan Vallerie (1995, Hervé Abalain (2000) : Brigolu, 1630.
Gerdarzh
  • Bren ("run", "tosenn") + gouloù, par d'an anv-lec'h gallek Clairmont.

Brengoloù e oa un trev eus Goudelin, en eskopti Landreger. Distaget eo bet e-kerzh an Dispac'h gall.

XVIIIvet kantved

kemmañ
  • 1796 : Yann ar Frieg, vikel touer Brengoloù, a zo drouklazhet gant Chouanted.
  • Skrapet eo bet kont Treveneg gant Chouanted all. Lezet eo bet da vont d'an 18 a viz C'hwevrer 1787 goude bet paeet dic'haou 72 000 lur[2].
Brezel-bed kentañ
  • 40 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 6,83 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed
  • Mervel a reas c'hwec'h den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
Trevadennoù

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Kastell ar Gerveur rummet MI (Monumant-Istorel) 19 Meurzh 1987.
  • Iliz katolik Itron-Varia, rummet MI (Monumant-Istorel) 22 Kerzu 1927.
D'an 8 a viz Ebrel 2024 e voe distrujet an iliz gant un tan-gwall[4].
  • Monumant ar re varv.
  • An Dourmeur a zegas ac'hanomp betek stank ar Gêr Veur ma c'haller mont da bourmen e-barzh ar c'hoadeier, eus eno e c'haller gwelet kastell ar Gêr Veur. Perc'henn ar c'hastell a zo anvet Pierre de Catuelan. Gallout a reer mont da welout ar c'hastell war an deiz, koulz hag ar jardin, e miz Mezheven.
  • Ar bourk a zo brav-tre gant ur bern bleunioù. Gounezet ez eus bet 2 briz er genstrivadeg bro an Argoad. Ouzhpenn se e c'haller gwelladenniñ meur a lec'h touristel, ha kemer perzh e festoù (ar 4e Sul eus miz Gouere).
  • Gwilhom ar Breil, marc'heg ha kont ar Rays, aotrou Goudelin ha Brengoloù, marv e 1664.
  • Yann ar Frieg, vikel Brengoloù, lazhet gant ar Chouanted e 1796.
  • Jozef-Fañch-Mari-Pêr, aotrou Kergarioù, (Lannuon, 26 a viz C'hwevrer 1779 / Ar Gerveur, Brengoloù, 15 a viz Even 1849), chaparlank an impalaer Napoleon Iañ, aotrou impalaeriezh, prefed Indre-et-Loire (1811), prefed ar Bas-Rhin (1814), prefed ar Seine-Inférieure (1815), kannad Aodoù-an-Hanternoz, par Bro-C'hall (eus ar 5 a viz Du 1827 betek miz Gouere 1830), hag arkeologour.
  • Henri-Bertrand-Mari, kont Kergarioù (er Gerveur e Brengoloù, 26 a viz Du 1807 / Versailhez, 9 a viz Here 1878), diplomat, kannad ha senedour Il-ha-Gwilen.
  • Pêr Katuelan (Paris, 1925), maer Brengoloù, Prezidant SIVOM Kastellaodren-Plagad, kuzulier-meur Aodoù-an-Arvor.

Brezhoneg

kemmañ

Ar Brezoneg er Skol

kemmañ
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[5].

Poblañs

kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr)Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Universels Guisserot. 2000.
  • (fr)Embannadurioù Flohic : Le patrimoine des communes des Cotes d'Armor. 1998.
  • (fr)A. MarteviIlle & P. Varin, 1843; adembannet gant Éditions Régionales de l'Ouest, Mayenne. 1993.
  • (fr)J.-B. Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne; vers 1780;
  • (fr)J. Rigaud : Géographie historique des Côtes du Nord. Imprimerie Francisque Guyon. 1890. Réédition La Tour Gile. 1995.
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990.
  • (fr)Bernard Tanguy ː Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes-d'Armor. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Regis de Saint-Jouan
  3. 3,0 ha3,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  4. (fr)Le Télégramme, 09/04/2024
  5. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936