1989
bloavezh
Bloavezhioù |
Dekvloaziadoù
1960 1970 - Bloavezhioù 1980 - 1990 2000 |
Kantvedoù |
Milvedoù
Iañ milved - Eil milved - IIIe milved |
Kronologiezh dre viz
Gen • C’hwe • Meu • Ebr • Mae • Mez • Gou • Eos • Gwen • Her • Du • Kzu |
Kronologiezh dre demoù Lennegezh • Mell-droad • Sinema • Skiantoù • Sonerezh • Sport |
- Diwar-benn bloavezh 1989 an deiziadur gregorian eo ar bajenn-mañ.
- 15 a viz C'hwevrer : dibenn Brezel Afghanistan, p'he deus URSS tennet he soudarded eus ar vro.
- 7 a viz Genver : marv an impalaer Hirohito ; e vab Akihito eo ar 125vet impalaer.
- 21 a viz Ebrel : Nintendo a laka ar benveg c'hoarioù video Game Boy war ar marc'had stadunanat ; e dibenn 1990 e vo lakaet e werzh en Europa.
- 20 a viz Gouere : harzet eo Aung San Suu Kyi ha dalc'het en he zi betek ar bloaz 2010.
- 18 a viz Here : roet lamm da Erich Honecker, penn RDA.
- 9 a viz Du : diskaret Moger Berlin.
- Kêr Roazhon a laka staliañ panelloù brezhonek evit mont tre ha kuitaat ar gumun.
- Aotren a ra ar Stad krouidigezh an DEUG brezhoneg kentañ e skol-veur Roazhon II, da-heul un hirstourmad liesvloaziek renet gant UGB hag USB. Klok eo ar c’hursus brezhoneg. A-benn ar fin e vo tu da gregiñ tuta ha stummañ skolaerien ha kelennerien evit ar skolioù divyezhek.
- Krouidigezh klasoù divyezhek publik e Douarnenez ha Tregastell.
- Krouidigezh skolioù Diwan Kraozon, Kemperle ha Brec'h
- 10 a viz Du: roet lamm da Dodor Jivkov, penn komunour Republik Pobl Bulgaria.
- 1añ a viz Here : aotreet dre lezenn eo an dimeziñ etre tud heñvelreizh, ar wech kentañ er bed.
- Lid 200vet deiz-ha-bloaz an dispac’h gall ha disklêriadur Gwirioù Mab-den.
- 2 a viz Mae : kentañ toull er Rideoz houarn, pa ziskar Hungaria un troc'had a 240 kilometrad a-hed he harzoù gant Aostria.
- 1añ a viz Meurzh : aotreet ar bier er vro, goude bezañ bet berzet abaoe 1915.
- 16 a viz Kerzu : ur vanifestadeg e Timişoara, evit skoazellañ ar pastor László Tőkés, a zigor an dispac'h e Roumania.
- 22 a viz Kerzu : roet lamm da Nicolae Ceauşescu, penn Roumania.
- 25 a viz Kerzu : Nicolae Ceauşescu, kadoriad Roumania, hag e wreg Elena, a zo barnet ha lakaet d'ar marv kerkent.
- 3 a viz Mae : kentañ preti stadunanat McDonald's savet e Moskov, a zigoro d'an 31 a viz Genver 1990.
- 29 a viz Kerzu : aet Václav Havel da brezidant ar republik.
- 28 a viz Meurzh : gant gouarnamant Serbia eo tennet statud emrenerezh Kosovo ha Voivodina.
- 20 a viz Genver : George H. W. Bush eo 41vet prezidant Stadoù-Unanet Amerika.
- 24 a viz Meurzh : an Exxon Valdez a ya d'ar strad e Bae ar Priñs William en Alaska. Ar 40 000 tonenn eoul-maen a oa o treuzdougen a ya da saotrañ 1 744 kilometrad aodoù.
- 20 a viz Kerzu : aloubet eo ar vro gant SUE evit klask diskar an diktatour Manuel Noriega (1934-2017).
- 3 a viz C'hwevrer : un taol-Stad a ziskar an diktatour Alfredo Stroessner, a oa bet o ren ar vro abaoe 1954.
- 17 a viz Kerzu : an tresadennoù-bev The Simpsons evit ar wech kentañ er skinwel.
Armerzh
kemmañ- 11 a viz C'hwevrer : ar Stadunanadez Barbara Harris (1930-2020) eo ar vaouez kentañ o vout anvet da eskobez en Iliz anglikan.
- 14 a viz C'hwevrer : bannet eo kentañ loarell ar reizhiad GPS.
- 14 a viz Meurzh : Tim Berners-Lee a ginnig ur raktres evit ar Genrouedad.
- Miz Mae : kentañ gwech ma klasker kemmañ ur gen denel.
- Miz Du : kentañ kevreadenn genwerzhel da Internet, dre an IAP The World.
- 15 a viz Mae : an touseg aour (Incilius periglenes) diwezhañ zo gwelet e Costa Rica ; da get ez eo aet ar spesad abaoe.
- 15 a viz Ebrel : 97 den marv ha 766 gloazet e deroù ar c'hrogad melldroad Liverpool-Nottingham en Hillsborough Stadium e Sheffield.
Darvoudoù all
kemmañ- 5 a viz Here : Tenzin Gyatso, ar 14vet Dalai Lama, a c'hounez Priz Nobel ar Peoc'h.
- 3 Ebrel : Anjela Duval, barzhez hag emsaverez.
- 9 Genver : Louise Michel, e Marselha.