laezh
Neuz
Brezhoneg
- Amprestet digant al latin lactem.[1]
- Testeniekaet en henvrezhoneg laed, 1050.
- Meneget er C'hatolikon (laez).
- Da geñveriañ gant an amprestoù heñvelster llaeth en kembraeg, leth en kerneveureg ha lacht en iwerzhoneg.
Anv-kadarn
laezh /ˈlɛːs/, gourel, liester laezhioù
- Liñvenn wenn, magus-tre. Furmet e vez en bronnoù parezed ar bronneged, evit magañ o c'helin.
- E-fessoun ne d-eaz ket buan a-walc'h evelato, rag al leaz a zavaz he gov er pod braz ha kalz anezhan a vije bet eat enn tan ma ne vije ket bet aze, dirag Soaz. — (Per Pronost, Ar C'hemener hag ar C'halvez, Ar Vro, Mae 1904, p. 28a.)
- Gwenn evel al laezh.
- Penn-ar-C'hrann (Bro-Leon, Penn-ar-Bed): "laezh /ˈleəs/"
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Laezh ha kig zo poezon rik,
Kig ha laezh zo medisinerezh. - Patatez ha laezh
A ra vad da galon gaezh - Patatez ha laezh
D'ar beorien gaezh
Patatez ha kig
D'an dud pinvidik - Soubenn al laezh pa vez re sall
A lavar an dud, zo ur meuz fall. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 308.) - Roit d’ar saout boued fraezh (= yac’hus)
Hag e savo dienn war al laezh. - Keit ha ma vezer yaouank eo goro ar c’havr
Ha pa vezer kozh evañ al laezh. - Bugale gaezh Dour n’eo ket laezh
Piz n’eo ket fav Bezañ pilet n’eo ket brav. - Petra ‘servij kaout ur vuoc’h vat
Ma skuilh he laezh gant un taol troad? - Ne oar na bu na ba
Na sou na dic’ha
Ne oar nemet evañ laezh Ha dibriñ yod d’hel lakaat er-maez. - Heñvel war wir a sav ken aes
Ha ma ra dienn war al laezh. - Hennezh a oar kaozeal ken brav
Ma tennfe laezh gant un tarv. - Pa vez ar c’hazh tost d’al laezh e oar lipat an dienn.
- Krampouezh gwinizh ha laezh-tro
Matañ traoù a zo er vro.
Troidigezhioù
Roll an daveoù :
- [1] : Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, Douarnenez, Le Chasse-Marée, 2003, p. 446.