[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

breur

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.

Brezhoneg

Etimologiezh

Kavet en henvrezhoneg brodr.[1]
Meneget er C'hatolikon breuzr.
Kar d'ar gerioù kerneveurek broder, kembraek brawd (liester brodyr), skoseg bràthair, iwerzhonek bráthair, heniwerzhonek bráthir, a zeufe holl eus ur ger keltiek *brātēr.
Deuet eus ur wrizienn indezeuropek *bʰréh₂tēr, da dostaat ouzh ar gerioù sañskritek bhrātṛ (भ्रातृ), henc'hresianek phrátēr « kenvreur », latin frāter, saoznek brother, lituanek broterė́lis « breurig », henskavek bratŭ, hag all.[2]

Anv-kadarn

gourel benel
unander breur c'hoar
liester breudeur c'hoarezed
Breur ha C'hoar e Breizh (1871), gant William-Adolphe Bouguereau

breur /ˈbrøːr/ gourel (furm vihanaat : breurig, liester : breudeur)

  1. Paotr dezhañ ar memes tad hag ar memes mamm hag an den a gomzer diwar e benn.
  2. Tra c'hourel a zo kar d'an dra a gomzer diwar e benn.
    • Ar brezhoneg hag ar feiz
      a zo breur ha c'hoar e Breizh
  3. Paotr ezel eus un urzh relijiel.
    • Rak bet eo e skol al labourerezh-douar Breudeur Ploërmel, en Nivot, e parrez Lopereg. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 20.)
  4. ma breur


Gerioù heñvelster

Gerioù kevrennek

Deveradoù

Troidigezhioù

Daveoù

Roll an daveoù :