[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Touristerezh

Eus Wikipedia
Touristerezh war droad en Arc'hantina

Pleustriñ war an touristerezh a zo beajiñ ha chom pell eus ar gêr e-pad ouzhpenn un nozvezh.

Er penn-kentañ ne veze komzet eus touristerezh nemet pa veze baleet evit en em ziduiñ (ha fall ha fonnus, ouzhpenn-se, alies a-walc'h). Bremañ e c'holo industriezh an touristerezh an holl obererezhioù ekonomikel (treuzdougen, letioù, pretioù, hag all) a vez implijet p'en em ziblas un den en un doare digustum. Hag e c'hall bezañ evit ober aferioù ("touristerezh aferioù) pe evit ur pirc'hirinaj ("touristerezh relijiel").

Dedennet e vez an tourist gant ar sevenadur ha gant natur al lec'hioù gweladennet gantañ. E-pad pell eo bet miret an oberiantiz-se evit an dud pinvidik. Dibaoe eo deuet an touristerezh da vezañ un industriezh wirion, pa oa en em lakaet da vale bro tud à renk etre eus broioù ar c'hornog (Frañs, Bro-Saoz, SUA...). An dra-se a zo bet posupl goude kresk live ar vuhez, ha goude an araokadennoù bet graet war tachenn an treuzdougen ivez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]