[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Arz ar c'hoariva

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Pezh-c'hoari)
La Comédie française, Pariz, 1790

Arz ar c'hoariva zo ur rann eus al lennegezh, hag unan eus arzoù an arvest, an hini a ziskouez un istor d'an dud gant aktourien o c'hoari war ul leurenn dirak tud. En ul lec'h anvet c'hoariva end-eeun e vez al leurenn peurliesañ, hag ur pezh-c'hoari eo an oberenn a vez diskouezet ennañ. Ar sinema zo unan all eus arzoù an arvest, hogen ne ziskouez nemet skeudennoù eus tud o c'hoari un istor.

Termenadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
All the world's a stage,
And all the men and women merely players;
Ar bed a-bezh zo ul leurenn,
Hag an holl wazed ha merc'hed n'int nemet c'hoarierien ;
William Shakespeare, As You Like It (1599), II, 7, linennoù 1037-38

Drama a vez graet alies eus ur pezh-c'hoari reuzius hepken, padal e teu ar ger drama eus an henc'hresianeg δρᾶμα drâma, "un ober", diwar δράω dráō, "ober a ran", ha pa vefe trist pe laouen an danvez. Pelloc'h emañ an orin en azeulerezh Dionysos, ma ne raed ket nemet kontañ istorioù : c'hoariet e vezent, diskouezet gant aktourien vev ; d'ar mare-se, δρᾶμα drâma a dalveze "diskouez un ober" ivez.

Ur wrizienn eo hiziv c'hoazh, pa c'heller termeniñ ur pezh-c'hoari evel-mañ : un oberenn e komz-plaen pe e gwerzennoù, azasaet evit bezañ c'hoariet war ul leurenn, ma vez dibunet un istor dre gendivizoù hag oberoù, hag a zo diskouezet gant fiñvoù, dilhad ha kinkladur a-ratozh, evel er vuhez wirion.

Dramaour, dramaourez a reer e brezhoneg eus un den hag a skriv pezhioù-c'hoari.

Dibarded arz ar c'hoariva

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un diforc'h bras zo etre arz ar c'hoariva hag ar stummoù lennegel all, ar varzhoniezh hag ar romant da skouer : nepred ne vez aozet ur pezh-c'hoari evit bezañ lennet. Evit bezañ c'hoariet gant tud war ul leurenn dirak arvesterien e vez aozet. Lennegezh war ober eo arz ar c'hoariva.

A true play is tri-dimensional; it is literature that walks and talks before your eyes.
"Teir ment zo d'ur pezh-c'hoari gwirion ; lennegezh o vale hag o komz dirak ho taoulagad eo. [1]

Gwir eo e c'hall ur barzh lenn e varzhonegoù dirak tud, pe lakaat un den all d'o lenn ; romantoù a c'heller lenn dirak tud, evel ma rae Charles Dickens. Ezreol eo kement-se avat, pa ne skriver ket barzhonegoù pe romantoù a-ratozh evit ma vefent lennet dirak tud : evit un den hepken e reer, a lenno an oberenn, a gompreno enni hag a denno plijadur diouti.

E gwirionez, den ebet ne c'hall peurgompren en ur pezh-c'hoari hep e welet hag e glevet c'hoariet war ul leurenn, hep gwelet an ober o kemer buhez dre aktourien hag aktourezed.

Skrid hag abadenn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un diforc'h zo etre skrid ha c'hoariadeg ur pezh-c'hoari, evel etre rekipe ur wastell hag ar wastell he-unan : rekis eo ar rekipe, hogen ar wastell eo a zegas boued ha plijadur — an dra wirion eo ; an dra wirion ivez eo ar c'hoariadeg war al leurenn.

Ur rekipe mat hogen sevenet fall a ro ur wastell fall. En un doare heñvel, ur skrid mat a c'hall disoc'h war un abadenn fall mard eo fall unan eus he elfennoù : al leurenniñ, ar c'hoarierien... Hervez ar c'hoarierien da gentañ-penn eo perzhioù ur c'hoariadeg : o neuz, o eztaol, o mouezh, o distilh, o zavadennoù, o fiñvoù war al leurenn — hervez o doare da c'hoari o roll e steuñvenn ar pezh, en ober.

Perzh an arvesterien

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an arvesterien hag o ersavioù e vez ar c'hoariadeg ivez. Oberiant ha distrivant war an dro e vez an dud a-feur ma tibun an oberoù dirazo. Ne c'hallont ket kemmañ red ar c'hoari : ne c'hallont ket skoazellañ yaouankizoù pa vez sparlet o c'harantez gant o zud[2] ; ne c'hallont ket mirout ouzh an haroz a vezañ lazhet. Fromet e vezont avat gant ar pezh a c'hoarvez war al leurenn, dre ar pezh a anver touell ar c'hoari e vez troet an arvesterien da c'hoarierien ivez : ouzhpenn ober van d'ar pezh a welont war al leurenn e kemeront perzh dre hanterouriezh, evel pa vijent en hevelep plegenn hag ar c'hoarierien. Dreist kizidigezh dibar pep unan eus an arvesterien e vez ur c'hoariadeg hervez an ersavadeg, an ersavioù a c'hoarvez ar muiañ e-mesk an arvesterien. Kalz muioc'h eget bezañ un ezel dibar eus ur vodadeg o arvestiñ ouzh an hevelep abadenn eo sellet ouzh ur pezh-c'hoari. Un ober foran eo, ur vodadeg a c'haller lakaat keñver-ha-keñver gant ul lid, pezh a ziskenn eus an drama en azeulerezh Dionysos e Henc'hres hag eus misterioù ar Grennamzer en Europa.

Mont re bell ganti moarvat eo disklêriañ ez eo un abadenn c'hoariva ul lid mar termener "lid" evel oberoù arouezius a vez graet meur a vech e meur a lec'h en ur gevredigezh evit diogelañ he fivelezh. Tost-tre da lidoù e vez ar c'hoariadegoù koulskoude, pa c'hoarvezont dirak tud a zo bodet en-dro da dalvoudegezhioù a zo boutin dezho.

Atav e ra van an arvesterien evel ur strollad ; da skouer : pa c'hoarzh un nebeud tud e vez techet an holl da c'hoarzhin ivez. A-wechoù e klever ur gomz er sal goude ur bomm war al leurenn, ha stlakadeg daouarn da heul, evel pa vez lakaet ar bomm d'un damveneg e-keñver politikerezh ar mare. Alies e rank ar c'hoarierien paouez a vare da vare evit lezel lec'h d'an ersavioù-se. Un didrouz trumm ha padus er sal a ziskouez e vez an dud o kemer perzh en un darvoudenn reuzius a zo o c'hoarvezout war al leurenn, e-kerzh un drajedienn alies.

Hollbouezus eo perzh an arvesterien en ur c'hoariadeg, ker pouezus e gwirionez hag ar c'henlabour etre ar skridaozañ, al leurenniñ hag ar c'hoari, hag ar c'henlabour etre ar c'hoarierien.

Lenn ur pezh-c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude merzet ez eo ar c'hoariadeg an dra gwirion e c'heller dezastum n'eo lenn ur pezh-c'hoari nemet ur pleg-fallañ dister. Graet e vez koulskoude pa ne c'heller ket mont da welet ur pezh-c'hoari, evit meur a abeg : diouer a amzer, a dro, a arc'hant ; re bell emañ ar c'hoariva ; diouer a c'hoant da vont da welet ar pezh-mañ-pezh ; hag all.

A-wechoù e ranker lenn ur pezh-c'hoari peogwir emañ e korf ur studi ; alies en degouezh-se e vezer aliet da vont da welet ar pezh war ul leurenn, rak ar gwellañ doare eo evit kompren en oberenn. Dre ziouer a c'hoariva e c'heller lenn a vouezh uhel, er sal-studi gant tud all pep a roll ganto, pe an-unan er gêr.

Rakditouroù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War golo ur pezh-c'hoari moullet e lenner anv an aozer(ez), titl an oberenn ha doare an oberenn (komedienn, trajedienn...), a zo ditouroù a vez embannet war al leurenn kent deroù ar c'hoariadeg.

War al levr e kaver listenn tudennoù ar pezh-c'hoari, anvet Dramatis personæ en doare hengounel, eleze "Tud ar c'hoari"[3] ; alies e lenner ivez diwar-benn al lec'hiadur en egor hag en amzer, evel e Hamlet, ma'z emañ resisaet « Scene: Denmark » goude an dramatis personæ[4].

Dramatis personæ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sarah Bernhardt evel Hamlet

En urzh o fouez er gevredigezh pe en oberenn e vez listennet tudennoù ar pezh-c'hoari. Peurliesañ e vez meneget ivez o dere ("mevel Fostus", "keneil da Hamlet"...). An tudennoù pennañ zo e laez al listenn, kent an tudennoù disterañ, a vez a-raok ar vevelien ; alies e vez listennet ivez tudennoù ha n'o deus anv ebet, a zo en un engroez ; lod tudennoù dizanv n'int ket tud zoken (tasmant tad Hamlet, da skouer).

Hervez un hengoun ker kozh hag amzer W. Shakespeare e vez meneget ar maouezed hag ar plac'hed da ziwezhañ, goude an tudennoù disterañ hag a-raok ar re zizanv, zoken pa vez pouezus o roll : ar rouanez Gertrude, mamm Hamlet, a zeu goude daou furlukin[4]. An abeg da gement-se eo e veze berzet d'ar maouezed bezañ c'hoarierezed war leurenn ; gant paotred yaouank o mouezhioù skiltr e veze c'hoariet ar rolloù benel. Kemmet e voe an doare avat, pa voe fiziet roll Hamlet e Sarah Bernhardt e 1899]]

Ouzhpenn an anvioù e kaver en dramatis personæ an darempredoù etre an tudennoù : en Hamlet, Ophelia, an dudenn anvet da ziwezhañ, zo kinniget evel « merc'h Polonius », a zo ar 5vet tudenn el listenn.

An anvioù o-unan a c'hall reiñ ditouroù a-wezhioù. En daoust da holl anvioù an tudennoù bezañ italianek er pezh-c'hoari Volpone; or, The Fox ("1605) gant Ben Jonson (1572-1637) e komprener diouzhtu petra eo piv ; kement ha "Louarn" e talvez Volpone — un den gwidreüs eo. Setu amañ displegadur an dramatis personæ e Volpone[5] :

VOLPONE, a Magnifico
MOSCA, his Parasite
VOLTORE, an Advocate
CORBACCIO, an old Gentleman
CORVINO, a Merchant
BONARIO, son to Corbaccio
SIR POLITICK WOULD-BE, a Knight
PEREGRINE, a Gentleman Traveller
NANO, a Dwarf
CASTRONE, an Eunuch
ANDROGYNO, an Hermaphrodite
GREGE (or Mob)
COMMANDADORI, Officers of Justice
MERCATORI, three Merchants
AVOCATORI, four Magistrates
NOTARIO, The Register
CELIA, Corvino's Wife
SERVITORI, Servants, two Waiting-women, etc
SCENE: VENICE

Louarn, un noblañs eus Venezia
Keliennenn, e arvevad
Bultur, un alvokad
Marc'hvran, un denjentil kozh
Bran, ur marc'hadour
Kuñv, mab Marc'hvran
An aotrou Danvez-Politiker, ur marc'heg[6]
Pirc'hirin, un denjentil beajer
Korr, ur c'horr
Spazh, un tizhog
Baskarin, un den divreizhek
Tropell (pe Engroez)
Komandanted, ofiserien justis
Marc'hadourien, tri marc'hadour
Alvokaded, pevar den-a-lezenn
Noter, ar marilher
Nevena[7], gwreg Bran
Servijourien, mevelien, div vatezh, hag all
Lec'h : Venezia

Dre an anvioù-se e ouzer ez eus patromoù eus lod tudennoù. Meur a batrom, ar re fentus dreist-holl, a zeu eus Henroma ha Henc'hres dre an hengoun italian anvet Commedia dell'arte (XVIvet kantved) ma oa nebeut a dudennoù, hag anavezet-mat e veze an holl anezho : ar pizhard kozh, ar mab foran, ar gwaz gwarizius, ar fringadell, ar soudard brabañser (miles gloriosus) a zo un digalon e gwirionez, an amourouz yaouank, an dimezell hoalus, ar mevel fin...

Al leurenniñ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aktourien war al leurenn en Armenia e-kerzh ar pezh-c'hoari Ur plac'h pinvidik n'eo ket divalav gant Alexander Ostrovsky

Ar c'hendivizoù eo kalon pep pezh-c'hoari, hogen alies e sikour an dramaour(ez) evit kompren er pezh a c'hoarvez dre reiñ ditouroù, a vez skrivet e lizherennoù stouet peurliesañ : al leurenniñ eo kement-se. Pa lenner skrid ur pezh-c'hoari e sikouront da ijinañ pezh a ra ar c'hoarierien war al leurenn, pe santadoù o deus pa gomzont pe davont. Kalz a vez estaolet en didrouz, dre fiñvadennoù hepken ; ar mimañ zo un doare c'hoariva digomz.

Hollbouezus eo an ditouroù-se d'al leurenner(ez), hag evit neb a lenn ar skrid, hogen n'int nemet menegoù berr pe verroc'h ; a-hend-all n'o c'haver ket e lod skridoù : en degouez-se e ranker o dezastum diouzh ar c'homzoù, ar pezh a c'hoarvez alies e pezhioù-c'hoari W. Shakespeare. Ur skouer hir avat a gavor e taolenn gentañ Fostus an doktor daonet.

Ar c'hontrol a c'hoarvez a-wechoù : kalz ditouroù a-zivout al leurenniñ a vez e pezhioù-c'hoari George Bernard Shaw (1856-1950), er c'hendivizoù zoken[8]. En daoust da gement-se e chom lec'h evit leurenniñ hep bezañ mouget, hag evit lenn en ur ijinañ ar c'hoariadeg, rak nepred ne vez ur ster hepken d'ur pezh-c'hoari, atav e vez digor da veur a zesteriadur.

Kendivizadoù ar c'hoariva

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An ober hep merkoù ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Disheñvel diouzh kendivizadoù ar romantoù eo re ar pezhioù-c'hoari. Oberoù a vez kontet en daou zoare, hogen er romant e kaver merkoù a-zivout desteriadur an oberoù bewech ma kont an daneveller a-zivout ar pezh a c'hoarvez e spered un dudenn : he santadoù, he soñjoù, an abegoù d'he oberoù. Hollret eo an deskrivadurioù-se evit ma c'hellfe al lennerien kompren er romant.

Un dramaour avat ne c'hall ket displegañ an tudennoù en hevelep doare. Emren eo tudennoù e bezh-c'hoari, ha lezel a ra an arvesterien da zesteriañ ar pezh a vez lavaret ha graet. Da get ez aje touell ar c'hoari mar deuje an dramaour da gomz war al leurenn diwar-benn ster e labour.

Unan eus an tudennoù a c'hall ezteurel soñjoù an dramaour, hogen nepred ne vez un degemenner (un den hag a embann menoioù un den all) rak atav en devez e roll dezhañ da c'hoari er steuñvenn.

Ral-kenañ neuze e vez an darempredoù war-eeun etre an dramaour hag an arvesterien. Peurliesañ ned a ket pelloc'h eget ar raklavar, a zo ur brezegenn verr da ginnig ar pezh-c'hoari, hag an dibenn, ur brezegenn verr da glozañ an abadenn. Ar prezegennoù-se zoken a vez distaget gant unan eus ar c'hoarierien, gant e bersonelezh-eñ. Dibaot-kenañ eo seurt prezegennoù bremañ.

Merkoù a c'heller kavout

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar c'hendivizoù

Atav e kaver merkoù er c'hendivizoù. An tudennoù a gomz etrezo a-zivout o flegenn hag o endro, evel ma reer er vuhez wirion. Pezh zo, ne ouzer ket ha fiziout a c'heller en o c'hoari pe get. An arvesterien a rank kavout ha mat eo krediñ er pezh a vez lavaret.

  • An embrezeg

Bez' e c'hall an arvesterien deskiñ a-zivout soñjoù kuzh ha ratozhioù un dudenn, zoken pa vez honnezh en he unan war al leurenn, pa vez o embrezeg — o komz outi he-unan. Diazezet eo an doare prezeg-se war ar fed m'en em anavez an dudenn ha ma kompren en he flegenn.

Paot-tre e oa an embrezeg er c'hoariva kozh, ma'z ae ur c'hoarier betek ribl al leurenn evit gervel war-eeun war an arvesterien.

  • An anzavad

Ur gudenn diabarzh eo a vez eztaolet gant an embrezeg, peurliesañ. Merk un den en entremar eo. Raloc'h eo eget an anzavad, ma tiskuilh an dudenn ur gudenn d'un den all anvet "kuzhuter(ez)". Ur c'heneil hag un den a fiziañs eo ar c'huzhuter peurvuiañ ; en hengoun ar c'hoariva, ur paotr a anzav d'ur paotr, hag ur plac'h d'ur plac'h : Horatio eo kuzhuter Hamlet, The Nurse (ar C'houarnerez) eo kuzhuterez Juliet, da skouer.

  • Ar gomz a-gostez

A-wechoù, pa vez un dudenn o kendivizout gant unan all e c'hall diskuliañ e sonjoù kuzh dre ur gomz a-gostez, eleze dre lavaret traoù d'an arvesterien a vouezh izel evit ma ne vefe ket klevet gant an dudenn all.

An ironiezh dramaek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kendivizad ar gomz a-gostez a zegas da soñj an arvesterien ne vez nepred an tudennoù o komz etrezo hepken, ouzh an arvesterien e komzont ivez. Dre ar skrid avat n'o devez an tudennoù nemet ur sell strizh, un doare dibar ha ker strizh all da gompren en ober. Aesoc'h eo d'an arvesterien kompren en ober a-bezh peogwir eo ledanoc'h o sell ; ur skouer anat eo hini un dudenn oc'h embrezeg a-zivout lazhañ unan all dres pa'z erru ar gile war al leurenn : an arvesterien a wel hag a oar, an embrezeger ne wel ket ha ne oar ket.

Ironiezh dramaek a vez neuze pa vez un diforc'h bras etre pezh a vez gortozet gant un dudennn ha pezh a oar an arvesterien. An dudenn a c'hall distagañ komzoù o deus ur ster eviti en he flegenn, hag a zo disheñvel diouzh ar ster a zo degemeret gant an arvesterien. Da skouer, he c'homzoù a c'hall stummañ darvoudoù da zont a zo dianav dezhi ha d'an tudennoù all.

Er c'homediennoù e c'hall un dudenn bezañ faziet etre div dudenn all (fazienn) — ar arvesterien n'in ket faziet : gouzout a reont emañ al laer o komz ouzh ur poliser pa gred dezhañ bezañ kejet ouzh ur laer all ; kammgemer a c'hall c'hoarvezout etre div dudenn pe vuioc'h : pep a ster a roont d'ur blegenn, alese c'hoarzhadeg peogwir e oar an arvesterien en em gammgemer an tudennoù.

Ironiezh dramaek reuzius-kenañ a c'hall c'hoarvezout, evel e diwezh Romeo and Juliet, p'en em lazh Romeo rak krediñ a ra dezhañ ez eo marvet Juliet ; an arvesterien avat a oar ez eo bet drammet Juliet, a zihuno emberr.

Amzer ar c'hoariva hag an amzer wirion

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-tro div eurvezh e pad ur c'hoariadeg peurliesañ, pezh na dalvez ket ez eo berrbad an ober a zo diskouezet war al leurenn. Disheñvel diouzh an amzer wirion eo amzer ar c'hoariva e gwirionez, ral a wech e klotont an eil gant egile. Pa vez re vras an diforc'h e sant an arvesterien ez eo koazhet ha stegnet an ober war al leurenn. En ur ober div eurvezh e c'hall un abadenn diskouez un niver bras a eurvezhioù, devezhioù, sizhunvezhioù, bloavezhioù zoken. Hervez Aristoteles e ranker staliañ "unander an amzer" en ur pezh-c'hoari, un devezh hepken o vezañ pad an istor a gonter[9], hogen ne vez ket atav doujet d'ar reolenn-se ; biskoazh n'eo bet graet gant an dramaourien saoz, da skouer.

Rannet e vez ar pezhioù-c'hoari dre arvestoù, hag an arvestoù dre senennoù ; hiroc'h eo an amzer en un arvest eget en ur senenn, ha peurliesañ e red dibaouez an amzer a senenn da senenn en un arvest. Toulloù a c'hall bezañ en amzer etre daou arvest : an arvesterien neuze a rank stankañ an toulloù-se. Ur skouer dibar eo The Winter's Tale gant W. Shakespeare, ma'z eus un toull 16 vloaz etre an Arvest I hag an Arvest IV[10].

Hollbouezus eo al lusk en ur pezh-c'hoari. Borodus e vefe mar ne vefe ket, bep a vare, ur gemmadenn bennak e red an amzer. Koulzadoù stegn ha koulzadoù sioul a bep eil eo al lusk diazez. Tamm-ha-tamm e vez dastumet stegn (ar suspense) a-raok ma vez distegnet ar c'hoari.

Kentañ senennoù ur pezh-c'hoari, an digoradur, a ziskuilh ar blegenn ma tiorroio an ober a-bezh ; eno e kej an arvesterien ouzh an tudennoù pennañ hag e teskont petra eo ar gudenn. Goude an digoradur e c'hoarvez un doare krapadenn betek ur barr kent ur gouezhadenn a anver an disentez. Meur a zoare zo da staliañ al lusk-se.

Peurliesañ e tiorro ar pezh-c'hoari en un doare dic'hortoz hag a zegas un enkadenn, ha kudennoù nevez d'an tudennoù. En ur glask diluziañ ar c'hudennoù-se e c'hallont degas un enkadenn nevez. Hag ar pezh-c'hoari ha mont a enkadenn da enkadenn betek ma teu ur rouestl dic'hortoz da staliañ un doare skoulm. Echu a ra an ober dre un diskoulm a c'hoarvez dre un ober diwezhañ, un disentez diwezhañ pe ur gavadenn.

Bez' e vez c'hoazh eus al lusk-se pa vez un is-steuñvenn er steuñvenn bennañ, ha pa vez div steuñvenn genstur, ha zoken pa vez meur a steuñvenn er pezh-c'hoari[11]

Hervez Aristoteles c'hoazh e ranker ivez staliañ "unander an egor" en ur pezh-c'hoari, ar pezh na viras ket ouzh W. Shakespeare a staliañ The Winter's Tale e Sikilia hag e Bohemia, Anthony and Cleopatra en Aleksandria, e Roma hag e Messina[12]. E meur a lec'h ivez e c'hoarvez lodenn gentañ e Henry IV[13].

Techet e vezer da grediñ e vez diaesaet labour al leurennerien gant kement a lec'hioù, pa rankont kemmañ kinkladur al leurenn alies-tre ha buan-tre. Aesoc'h eo bremañ, pa'z eus ardivinkoù mekanikel ha kalz prestoù en ur c'hoariva a-vremañ ; son ha gouloù a c'heller ouzhpennañ ivez. Hogen dister eo kement-se holl, rak disheñvel-krenn diouzh kinkladur ur film eo hini ul leurenn : eeunoc'h a-galz eo, rak stilekaet eo egor al leurenn, evel m'eo stilekaet an amzer en ur pezh-c'hoari. Trawalc'h eo ober gant ur rideoz da zrektalenn, ha gant un draezenn pe ziv a servij evit kennotañ[14] kentoc'h eget evit denotañ[15].

Seul nebeuroc'h a draezoù war ul leurenn, seul bouezusoc'h ar c'hendivizoù.

Ar c'hoariva hag ar vuhez wirion

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al lavar ivez zo stilekaet er c'hoariva. Disheñvel-krenn eo diouzh prezeg ar pemdez. Den ebet ne glask e c'herioù war al leurenn, den ebet ne zistag frazennoù hep penn na lost. Zoken an disterañ tudenn a gomz en un doare a zo uheloc'h eget er vuhez wirion.

Pa vez mat an dramaour e oar diskouez an diforc'h a brezeg a vez etre meur a zere er gevredigezh : an distagadur, ar gerioù dibabet, an ereadur, ar gomz eeun pe ameeun, hag all ; Pygmalion zo ur skouer mat. Kalz a vez desket dre brezeg an tudennoù. Ur roll ec'honoc'h zo d'ar prezeg ivez : dreist an dudenn e kas da ster hollek ar pezh-c'hoari. Abalamour d'e berzhioù barzhoniel, d'e zodenoù ha skeudennoù arreat, e pouez war ersavioù an arvesterien.

Komz-plaen ha gwerzennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Souezhet e vezer a-wechoù gant pezhioù-c'hoari ar XVIvet hag ar XVIIvet kantved, pa vez komz-plaen gant lod tudennoù ha gwerzennoù gant lod all. Ur c'hendivizad eus ar mare eo : an dud a renk uhel a gomz dre werzennoù, an dud dister a brezeg e komz-plaen ; un doare da ziforc'hañ etre ar renkadoù e oa.

Alies e vez liammet ar gomz-plaen ouzh an displedoni, an trubarderezh, hag ar gwerzennoù ouzh an noblañs, ar santadoù uhel. An dudenn-mañ-tudenn a c'hall prezeg e komz-plaen pe e gwerzennoù, hervez ar pezh a ra pe ar pezh a sant : en Henry IV, ar priñs Hal a ya e komz-plaen pa vez en davarn gant e gavandidi disteroc'h, hogen e gwerzennoù e komz pa vez en e garg a briñs. En ur pezh-c'hoari all gant W. Shakespeare, The Merchant of Venice, Shylock a ya e komz-plaen pa vez war e vicher a varc'hadour, hogen e gwerzennoù pa vez fromet, dirak al lez-varn pergen[16]. Ur ster pouezus a vez eta bewech ma tro al lavar a gomz-plaen da werzennoù ha vice versa.

Rummadoù c'hoariva

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Trajedienn ha komedienn, Commedia dell'arte

Boazet e vezer da dermeniñ doareoù pennañ ar c'hoariva, hogen touellus e vez an termenadurioù-se a-wechoù. Ar gwellañ termenadur a c'hall bezañ re strizh. Arabat eo chom re dost d'un termenadur, dindan boan a c'hwitañ war anien wirion ur pezh-c'hoari, rak n'eus bevenn resis ebet etre ar rummadoù : prantadoù fentus a c'hall c'hoarvezout en un drajedienn evit distegnañ ar c'hoari a-raok pe goude un abadenn reuzius, evel pa vez Hamlet oc'h ober goap ouzh ar chaparlank Polonius. Ur mailh e oa W. Shakespeare war ar meskañ komedienn ha trajedienn en e bezhioù-c'hoari.

En daoust da ziresister ar rummadoù e vezont degemeret abalamour d'o sklaerder : boaz e vezer da rannañ oberennoù W. Shakespeare etre tri rummad : trajediennoù, komediennoù ha pezhioù-c'hoari istorel.

Trajediennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Orin

Unan eus koshañ doareoù ar c'hoariva eo an trajediennoù, pa zeuont eus Henc'hres. Diwar τραγῳδία tragodia e teu, ur stumm krennet eus trag(o)-aoidiā "kan (aoidiā) un tad gavr (tragos)", rak kanet e veze da geñver aberzh ur c'havr. Liammet ouzh un aberzh e veze an trajediennoù a-wechall neuze.

Ouzh azeulerezh an Anaon e vezent liammet ivez marteze. Hep mar ebet e vezent liammet ouzh azeulerezh Dionysos, en devoa anavet ar c'hanedigezh, ar marv hag an adc'hanidigezh. Eus "kan ar c'havr" e trojont d'ur meulgan d'an doue, kent dont da vout un abadenn gant ur meulgan hag ur c'hoarier hepken, ha daou pe c'hoarier pe dri diwezhatoc'h ; tamm-ha-tamm e wanaas perzh ar meulgan. Koulz ar meulgan hag ar c'hoarierien a gonte a-zivout sujidigezh an dud d'an doueed, a-zivout heuliadoù ar gwalloberoù, hag a-zivout ar fed ma c'heller gwellaat dre c'houzañv.

  • Deskrivadur

Aristoteles, diwar labourioù Aesc'hulos, Euripides ha Sofokles, a roas an deskrivadur-mañ :

« Un drajedienn zo un drevezadenn diwar skouer un ober grevus ha klok, ec'hon a-walc'h, kinniget en ur yezh a zo lakaet da blijus hag en doare ma vez dizalc'h pep elfenn anezhi diouzh ar re all, o tiorren dre dudennoù oberiant ha n'eo ket dre un danevelladur, hag o seveniñ dre an druez hag ar spont katarsiz ar fromadennoù a-seurt-se. »[9]

Diwar sell pizh Aristoteles ez eo deveret kement termenadur diac'houde.

  • Katarsiz

A-bouez bras eo ar ger κάθαρση kátharsi "glanidigezh" e deskrivadur Aristoteles. Drezañ e komprener e diac'hinad an trajediennoù : penaos e c'hall an arvesterien tennañ plijadur eus taolennadur ar boan ? Penaos e vez sevenet ar c'hlanidigezh-se ? Ha da get e vez kaset an druez hag ar spont, pe lamet e vez diwarno ar pezh a zo re ha dañjerus ? A-hed an amzer ez eus bet tabut war ar c'hraf-se.

Marteze e soñje da Aristoteles e oa trajediennoù Henc'hres un doare da yac'haat an arvesterien, dre o disammañ diouzh o foanioù. En hon amzer e vez implijet ar c'hoariva er vredvezegiezh.

  • An haroz trajediek

Ar boan a vez diskouezet war al leurenn a rank bezañ kinniget en un doare hag a uhela fromadennoù an arvesterien e-lec'h heugiñ an dud. Heugus e vije poanioù un dudenn beurfallakr, ha direizh penn-da-benn e vije re un dudenn beurvat. Neuze e rank an haroz trajediek bezañ fallakr ha mat war un dro : dre ur wanded bennak (ἁμαρτία hamartia, "fazi", "pec'hed" eo ar ger implijet gant Aristoteles) e teu e boanioù, hep na vije brein an den dre anien : Macbeth n'eo ket un torfedour dre anien, hogen d'un torfedour e tro dre uhelegezh, ar pezh a wast e vuhez ha hini meur a zen all[17].

Setu amañ deskrivadur an haroz trajediek hervez Aristoteles (XIII,3) :

« Ne chom nemet ar stad etre, hini un den ha n'eo ket dreist dre e zellegezh pe e reizhded, hag a zo skoet gant ur gwalleur n'eo ket abalamour d'e dechoù fall hogen abalamour d'ur fazi eus e berzh a-greiz e vrud hag e finborte ; evel, da skouer, Oidipoüs, Thyestes ha tudennoù all a-renk ganto. »[9]

  • Dibun un drajedienn

Peger kemplezhek bennak e vefe un drajedienn, un enkadenn enni a zegas ur stegn hag a gas d'un daelenn a dro da ziziskoulmus. Ne c'hall ket fiñvezhiñ en un doare eürus, hag alies e vez ar marv en drektalenn.

N'eus trajedienn ebet hep ur c'hemm bras en tonkadur, eus an eürusted d'an droukverzh pe eus ar veurded d'ar mezhekadur. A-daol-trumm e c'hoarvez ar c'hemm-se a-wechoù (taol-darvoud), en ur zegas ur stroñs bras. Merzout a ra an haroz trajediek ez eo dic'houest da gemmañ e blanedenn. Re ziwezhat avat e c'hoarvez ar c'houlz-se, an anzavadur (ἀναγνώρισις anagnorisis), pa sav keuz ennañ goude ar pezh en deus graet. Ne c'hall ket dizober pezh a zo bet graet.

Eus an hengoun henc'hresian e teu an dibun-se, a gaver e trajediennoù W. Shakespeare hag e kalz re all diwezhatoc'h. Harozed disteroc'h zo en trajediennoù a-vremañ, n'eus mui anv a rouaned, priñsed pe jeneraled, tostoc'h d'an dud voutin e vez an harozed trajediek bremañ. Dre ur werenn e sellont, teñval, hag alies e vez koumoulek o anagnorisis.

  • Argemmoù

An dramaour Seneca (-465) a voulc'has an doare trajediennoù ma vez feulster ha gwad perzhioù pennañ an ober. Trajediennoù ar gwad a vez graet anezho. Kreñv e vez ar fromadennoù a zegasont, hag alies e vez elfennoù dreistnaturel enno, evel tasmantoù.

Diwar Oresteia (Ὀρέστεια), un trifezh gant Aesc'hulos, e teu "trajediennoù an dial". Enno e weler pegen drastus evit buhez ur gevredigezh eo hengoun dever an dial[18].

An daou argemm-se a gaver e trajediennoù W.Shakespeare, en Hamlet dreist-holl[19]. En oberennoù nevesoc'h en o c'haver ivez, da skouer e Mourning Becomes Electra (1931) gant an dramaour stadunanat Eugene O'Neill[20].

Komediennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Orin

Ar c'homediennoù ivez zo liammet ouzh azeulerezh Dionysos, dre e du drant ma veze lidet ar vuhez, ar yaouankiz, al levenez hag ar strujusted. Eus an henc'hresianeg κωμῳδία kōmōidía, diwar κῶμος kômos "fest", "ebatoù" ha ᾠδή ōidḗ "kan", "telenngan" e teu ar ger « komedienn ». Ur c'han da vont gant ul lidambroug laouen, gant fentigelloù ha plijadur ruz e oa ur gomedienn gwechall gozh.

Trajediennoù ha komediennoù a veze a bep eil e-pad ar festivalioù, evit lakaat an arvesterien da welet daou du ar vuhez : unan sirius ha trist a-zivout ar boan hag ar marv, hag unan drant diwar-benn ar plijadurezhioù.

  • Deskrivadur

Ne c'heller ket lenn deskrivadur Aristoteles, rak kollet eo bet ar rann-se eus e labour.

Unan eus perzhioù boutin ar c'homediennoù a-dreuz an amzer eo ez echuont atav en un doare plijus. Donemat e vez kement-se goude un aridennad enkadennoù ; liammet-start eo ouzh ur sell gwellwelus war ar vuhez : mat pep tra pan echu mat.

Ur perzh pouezusoc'h c'hoazh zo ivez : dudiañ an dud eo ratozh pennañ ar c'homediennoù, petra bennak ma c'hallont plediñ gant traoù sirius-kenañ, ha bezañ kentelius zoken. Atav avat e vezont mennet da vezañ skañv, speredek ha fentus.

Hollbouezus eo an dudi, adalek ur mousc'hoarzh hepken betek ur c'hoarzhadeg uhel ha diroll ; hervez an doare komedienn a zo war al leurenn eo.

  • Meur a zoare
Komedienn an dudenn, pe "komedienn an dourennoù"
Eus gwanderioù an tudennoù, o laka d'en em ren evel dioded dirak an disterañ kudenn, e teu ar c'hoarzh.
Ur rummad dibar a gaver en oberennoù W. Shakespeare hag e re e gevezer Ben Jonson : "komedienn an dourennoù". Mezeien o amzer a lakae temz-spered an den war gont ur c'hementad re vras ag unan eus ar "peder dourenn" : ar gwad, ar flumm, ar vestl velen hag ar vestl du. Brouezek ha feuls e vije un den gwadek ; abaf ha habask e vije unan flummek ; buanek ha c'hwerv e vije un den re a vestl velen ennañ ; melkoniek e vije un den re uhel ar vestl du ennañ.
Komedienn flemmus
Feulsoc'h peurliesañ e vez ar c'homediennoù flemmus. Drezo e klever an dramaour o huchal dirak ur blegenn a gav feukus. E-lec'h barn un den dre ur reolad, evel ma vez graet en ur "gomedienn an dourennoù", en e varner dre un uhelvennad a zo diaes e dizhout.
Ar vreinadurezh zo un dodenn a gaver alies er c'homediennoù-se, evel e Volpone.
Komedienn an emzalc'h
En doare-se e vez graet goap ouzh albac'hennoù ur mare, ouzh emzalc'h patromoù aes da verzout en ur gevredigezh : ar c'hrimpidig, ar flaper, ar pipi, ar snob, hag all. Arsellet e vez emzalc'h ha kendivizadoù ur gevredigezh, hag alies e vez emzalc'h un dudenn diouzh ar berzh a ra war dachenn an arc'hant ha hini an darempredoù revel. Da bep marevezh ez eus un doare komediennoù an emzalc'h, ha berzh bras a reont peurliesañ goude ur marevezh diaes en ur gevredigezh : goude un dispac'h pe goude ren un diktatour, da skouer. Gwall c'hros e vez ar c'homediennoù-se peurvuiañ.
Komedienn ar fazioù
An ober a-bezh zo diazezet war un aridennad fazioù tud pe fedoù, ar pezh a zegas kement all a gammgemeroù hag a blegennoù ma vez an tudennoù o lavarout ha dislavarout.
Unan eus pezhioù-c'hoari kentañ W. Shakespeare eo The Comedy of Errors[21].
Komedienn garantezel pe romantel
Diskouezet e vez peurdrec'h ur c'houblad amourouzien war skoilhoù niverus hag enebadegoù. Alies e c'hoarvez en ur bed n'eus ket anezhañ, tost da ved an hunvreoù, evel en A Midsummer-Night's Dream, m'en em gav an tudennoù en ur goadeg annezet gant boudiged[11].
Komedienn a blegenn, ha fars
Gorreel eo taolennadur temz-spered an tudennoù en doare komedienn-se. Diouzh an doare ma embreger ar steuñvenn eo an efed, diouzh dibun prim ar c'hendegouezhioù, ar souezhadennoù hag ar plegennoù farsus. Tost d'ar fars eo, m'en em ren an tudennoù evel furlukined o stlepel tartezennoù an eil ouzh dremm egile.

Doareoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Melodrame, H. Daumier, 1856-60
  • Melodrama
Un doare hiron e oa ar melodrama er penn-kentañ, evel ma komprener dre an anv : μέλος melos "sonerezh" + δράμα drama "un ober" ; ur c'horiadeg war al leurenn e oa, ambrouget gant sonerezh, hag aozet evit ar bobl.
Trajediennoù dister eo ar melodramaoù e gwirionez, pa n'eus tamm donder ebet enno ; kresket betek re e vez ar plegennoù, kreñv-tre e vez ar fromadennoù, ha gwenn pe zu e vez an tudennoù : re vat e vezont (ar werc'hez yaouank c'hlan) pe re zrouk (ar fallakr euzhus).
  • Trajikomedienn
Hiron ivez eo an doare-se. Perzhioù an trajedienn koulz ha re ar gomedienn a gaver ennañ ; bez' e c'hall ivez bezañ un drajedienn hag a echu en un doare eürus, evel Measure for Measure W. Shakespeare[22].
Plijout a ra an trajikomediennoù d'an arvesterien a-vremañ rak reuzius ha fentus war an dro eo o sell war ar bed, setu perak e vezont lakaet da zoare c'hoariva pennañ an XXvet kantved.
  • Pezh-c'hoari istorel
Berzh a reas an doare-se en amzer W. Shakespeare, a ouie tennañ splet eus an amzer dremenet evit sklêrijenniñ e vare.
  • C'hoariva kudennek ha c'hoariva ar mennozhioù
En XIXvet kantved e voe boulc'het an doare c'hoariva-se, da heul an dramaour norvegiat Henrik Ibsen (1828-1906). Ennañ e vez pledet gant kudennoù ur gevredigezh dre dabutoù etre an tudennoù war al leurenn. George Bernard Shaw dreist-holl a voe dedennet-bras gant an doare.
  • C'hoariva diskiant
En attendant Godot, ur pezh-c'hoari skrivet e galleg e 1948 gant an dramaour iwerzhonat Samuel Beckett (1906-1989) eo patrom an doare netraelour-se a rene e dibenn an XXvet kantved : mab-den, peogwir n'eo ket sur ken ez eus eus Doue, zo taolennet evel un estren en un hollved diskiant[23].


Aner eo klask klokaat al listenn-mañ, pa'z eus kement a zoareoù c'hoariva ha kement all a droioù d'o c'hemmeskañ. Evel ma lavar Polonius diwar-benn c'hoarierien a ginnig da Hamlet :

« The best actors in the world, either for tragedy, comedy, history, pastoral, pastoral-comical, historical-pastoral, tragical-historical, tragical-comical-historical-pastoral; scene individable, or poem unlimited. » [24]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Boulton, Marjorie. The Anatomy of Drama. London: Routledge & Kegan Paul, 1960. Adembannet gant Taylor & Francis, London, 2015 (ISBN 9780415722513)Embannadur 1960. Kavet : 16 Here 22.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Boulton, op. cit., p. 3.
  2. W. Shakespeare (1595), (en) 'The Tragedy of Romeo and Juliet'. Kavet : 16 Here 2022..
  3. Da skouer : (br) 'Fostus an doktor daonet'. Kavet : 16 Here 2022.
  4. 4,0 ha4,1 (en) 'Dramatis personæ'. Kavet : 16 Here 2022.
  5. (en) 'Volpone'. Kavet : 16 Here 2022.
  6. Saoz ha lu eo ar marc'heg-se
  7. Kar da neñv eo "Nevena", evel m'eo "Celia" kar d'al latin cælum "oabl", "neñv".
  8. Ur skouer : (en) 'Pygmalion, I, 1. Kavet : 16 Here 2022..
  9. 9,0 9,1 ha9,2 Aristoteles (IVvet kantved KAB). (el) (fr) Περὶ Ποιητικῆς Perí Poiitikís'. Kavet : 22 Here 2022.
  10. (en) 'The Winter's Tale, IV-1. Kavet : 16 Here 2022.
  11. 11,0 ha11,1 (en) W. Shakespeare : A Midsummer-Night's Dream'. Kavet : 16 Here 2022.
  12. (en) 'Antony and Cleopatra'. Kavet : 16 Here 2022.
  13. (en) 'Henry IV, Part I'. Kavet : 16 Here 2022.
  14. Kennotañ : dougen ur ster liammet ouzh an endro ; da skouer : ur gib war taol Hamlet.
  15. Denotañ : dougen ur ster dizalc'h diouzh an endro ; da skouer : klopenn un den war taol Hamlet.
  16. (en) 'The Merchant of Venice'. Kavet : 16 Here 2022.
  17. (en) W. Shakespeare : The Tragedy of Macbeth'. Kavet : 16 Here 2022.
  18. (fr) Eschyle. Tragédies — Agamemnon ; Les Choéphores ; Les Eunémides. Paris : Les Belles Lettres, 2002 (ISBN 9782251001166)
  19. (en) 'The Tragedy of Hamlet, Prince of Denmark'. Kavet : 16 Here 2022.
  20. (en) O'Neill, Eugene (1931). Mourning Becomes Electra. London : Nick Hern Books, 1992 (ISBN 9781854591388)
  21. (en) 'The Comedy of Errors'. Kavet : 16 Here 2022.
  22. (en) 'Measure for Measure'. Kavet : 16 Here 2022.
  23. (fr) Beckett, Samuel. En attendant Godot. Paris : Les Éditions de Minuit, 1952 (ISBN 9782707301482)
  24. (en) 'Hamlet, II, 2, li. 1477 sqq.. Kavet : 16 Here 2022.