[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Orson Welles

Eus Wikipedia
Orson Welles

Orson Welles a oa sevener-filmoù, sevener pezhioù-c'hoari, komedian, produer, filmbarner amerikan. Ganet e oa d'ar 6 a viz Mae 1915 e Kenosha, e Wisconsin (Stadoù-Unanet). Mervel a reas d'an 10 a viz Here 1985 e Hollywood e Los Angeles diwar un taol-gwad. Orson Welles a vez sellet outañ evel unan eus ar brasañ sevenerien filmoù en istor ar sinema. E film kentañ, Citizen Kane, a zo bet lakaet e renk kentañ roll ar 100 gwellañ film amerikan a-viskoazh. Orson Welles a vez sellet outañ evel ur ramz, ur ramz dibar ken abalamour d'e oberenn er sinema, ken en abeg d'e labour er c'hoariva. Roud e oberenn a zo garanet da vat e-barzh sinema an deiz a-hiziv.

Deskadurezh d'an dreistelezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

George Orson Welles a zo bet ganet d'ar 6 a viz Mae 1915 e Wisconsin. Ganet eo gant un droug-kein a c'houzañvas a-hed e vuhez. Ur medisin tost eus ar familh anvet Bernstein a zizoloas abred-kenañ barregezhioù dibar Orson. Ober a reas war e dro e pad yaouankiz Welles. E vamm, bountet gant Bernstein a voe kendrec'het e teufe e he mab da vezañ un arzour hag un dreist-spered uhel. Kresket ha sevennet eo bet gant tud ha ne baouezent ket da lâret dezhañ e rafe traoù ramzel e-pad e vuhez. Tamm ha tamm e teuas ivez da vezañ kendrec'het gant ar mennoz-se. Met diouzh un tu all, ankeniet e oa nompaz bezañ gouest d'ober ar pezh a lavare e dud. Abalamour da-se e labouras atav en un doare start-kenañ. Bernstein a lakas anezhan e darempred abred-kenañ gant un endro arzel. Kejet en deus gant aktourien, dañserien, ha kalz a arzourien all. Ha toud an dra-se pa ne oa nemet 5 pe 6 bloaz. Un tammig diwezhatoc'h e dud a zispartias, met an dra-se ne reas ket kalz a boan da Orson. Adalek ar poent-mañ, e krogas e stummadur war an arzoù : Bernstein a zeske dezhañ ar piano, ar violoñs, deskiñ rae lenn gant c'hoariva Shakespeare, ijin a rae troioù strobineller, deskiñ a reas ar pezh-c'hoari King Lear dre eñvor, ha kement'zo... Met e vamm a varvas diwar ur c'hleñved pa ne oa Orson nemet 9 bloaz. Kaset e oa neuze gant e dad d'an Todd School pa oa 12 vloaz. Sebezet gant e varregezhioù, rener er skolaj a fizias ur garg pounner e Welles : ober war dro holl bezhioù-c'hoari ar skol. Betek e bemzek bloaz e oa tu gwelet anezhañ o c'hoari e-barzh Richarzh III, Dr Jekyll ha Mr Hyde, Marcus-Antoninus, Androkles ha Jezuz-krist. Gounit a reas ur prizh evit e labour leurennañ evit ar pezh-c'hoari Julius Caesar. Da 16 bloaz ez eas da Zulenn evit c'hoari er "Gate Theatre" e lec'h ma lakas an dud da grediñ e oa un den koshoc'h (labouret en deus kalz war e vouez) ha brudet war leurennoù New-York. Rener ar c'hoariva a voe touellet ha reiñ a reas da Welles tudenn ur yuzev kozh, an tasmant e barzh Hamlet. Diskouez a reas barregezhioù war al livañ, an tresañ, ar strobinellañ, mestroniañ a rae kazimant tout an teknikoù disheñvel eus ar c'hoari hag eus al leurennañ.

Ar prantad amerikan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Distreiñ a reas d'ar Stadoù-Unanet e lec'h ma krouas ar Mercury Theatre, ispisializet war William Shakespeare. C'hoari a rejont pezhioù-c'hoari ha romantoù er skingomz. Leurennañ a reas Macbeth en ur lec'hiañ an istor e Tahiti, gant c'hoarierien a oa holl a ouenn du. An dra-se zo bet graet gant Welles a-benn ma vefe tu da c'hoarierien du da labourat war ur pezh-c'hoari ha tudennoù uhel. D'an 30 a viz Here 1938, spontañ a reas Amerika a-bez en ur lakaat da grediñ e oa aloubet an douar gant annezidi Meurzh, en ur c'hoari Brezel ar bedoù[1] er skingomz. Buan ha buan e krogas Welles da zedennan tud Hollywood. C'hoant o doa da vezañ perc'henn war an dreist-spered-mañ. Kregiñ a reas Orson da labourat evit an RKO e lec'h ma vo roet dezhañ ur frankiz dibar e-kenver an arz hag an arc'hant. Den n'en doa bet kement a draoù evit seveniñ e gentañ film.

Gant Herman Mankiewicz e labouras war senario ar film a deuio da vezañ Citizen Kane, en ur gemer harp war istor buhez unan eus pennoù ar mediaoù er Stadoù-Unanet: William Randolph Hearst. Strollad ar Mercury a-bezh zo enouestlet evit ar c'hoari. Welles a skrivas ar senario, seveniñ ha c'hoari a reas e-barzh. Orson Welles en deus bet c'hoant da guzhat istor ar film d'an dud a oa en diavaez eus skipailh ar raktres. Met Hearst a deuas a-benn da welet ar film a-raok ma vefe skignet e sinemaoù ar vro. Ha goude-se e klaskas distruj film Welles oc'h implijout holl ar galloud en doa a-benn lakaat ur gwask war gein kevredigezhioù sinema Hollywood. Orson Welles a oa bet tost da goll e film. Hearst en doa kazi kendrec'het pennoù an RKO:: kinnig a rae prenañ holl gopiennoù ar film a-benn distrujan anezho. Met goude ur prantad stourm etre Herst, Welles hag Hollywood, ar film a zo bet skignet memestra. An dezvarnourezh amerikan zo a-du evit lâret eo ur film dreist e-keñver an holl savpoentoù. Memes gant bravañ komzoù tud eus ar micher, ar film a zisacho nemet un nebeud tud. Met goude an oberenn-mañ en deus kollet Welles ur frankiz ober na adkavas james.

Kerkent ma oa echu gant e film kentañ, e krogas da labourat war e film nevez diwar ul levr: The Magnificent Ambersons. Met neuze e voe roet nebeutoc'h a frankiz dezhañ. Seveniñ a reas ur film klaseloc'h, a vo skignet e kalz a lec'hioù met ne'z aio ket kalz a dud d'e welet. Ar c'hwitadenn-mañ a goustas kalz a arc'hant d'an RKO, muioc'h c'hoazh eget Citizen Kane. Met a-benn ar fin, The Magnificient Ambersons zo an trede film sevenet gant Welles ha pas an eil. Etre an daou, e reas It's all true, ur film daonet ne vo skignet na peurechuet morse e-pad buhez Orson Welles. Ar film-mañ a zo bet kroget e 1941 e Mec'hiko. E-penn kentañ It's all true a gonte pevar istor disheñvel (diwar ar pevar, daou oa bet tennet eus danevelloù Robert Flaherty): istorioù divroidi anezhe, ur soner jazz e New Orleans, hag all... Met ar fed ma kroge ar Stadoù-Unanet da vrezeliñ a cheñchas mont-en-dro ar raktres penn-da-benn. Goude kalz a gudennoù, ar film en em dreuzfeurmas en ur film su-amerikan: an temoù hag ar sujedoù a voe diazezet diwar-benn Brazil ha gouelioù Rio. Hag adalek ar poent-mañ al labour war ar film a yeas war washaat: kudennoù gant gouarnamant Brazil, cheñchamant rener en RKO,... Met Welles a zeuas a-benn da gendrec'hiñ ar gevredigezh produiñ da reiñ dezhañ 12000 metrad pelikulenn gwenn ha du. E-pad c'hwec'h sizhun ne baouezas ket da filmañ. Siwazh ez eas ar film da get ha ne voe implijet morse evit e sevel. An RKO a broduas un nebeud skouerennoù hep skignañ anezho. Welles en em glevas gant ar gevredigezh produiñ ha kinnig a reas reiñ un dregantad eus gounidoù Citizen Kane. Met an RKO a zilezas ar film ha nac'has reiñ arc'hant evit e beurechuiñ.

Komprenet e vez gwelloc'h perak eo aet e zarempredoù gant an RKO war fallaat. A-benn kaout arc'hant evit e raktresoù e rankas c'hoari e-barzh kalz a filmoù disheñvel. A-du arall e timezas gant Rita Hayworth d'ar 7 a viz Gwengolo 1943. Ar broduerien a ginnigas dezhañ seveniñ ar film The Stranger (1946), war an diviz ma toujfe d'ar senario skrivet gant John Huston avat. Asentiñ a reas hag ober a reas ur film polis gant ur blaz disheñvel penn-da-benn diouzh reoù ar prantad. Resev a reas priz ar gwellañ film e Venezia hag Oscar ar gwellañ senario. Welles a roas da Charlie Chaplin ar mennoz da seveniñ ur film diwar-benn an afer Landru, anvet Monsieur Verdoux. Chaplin a adskrivas ar senario, reiñ a reas 5000 dollar dezhan ha skrivet e voe anv Orson Welles e-penn kentañ ar film.

E 1947, seveniñ a reas evit ar gevredigezh Columbia The lady from Shanghai, ur film hag a ziskouez mat an darempredoù stenn hag iskis etre Orson Welles ha Hollywood. The lady from Shanghai a brou deomp pegen stag e oa Welles ouzh ar gened. Met evel boaz ar film n'eo ket bet plijet d'an dud ha goude an taol-mañ, Hollywood a nac'ho labourat gant Welles.

Ar memes bloaz, goude m'eo bet skarzhet diouzh kompagnunezhioù Hollywood, e krogas da labourat war e film nevez, Macbeth. Mont a ra e darempred gant ur gompagnunezh dizalc'h ispisializet war ar filmoù western. Kuzhat a ra paourentez an endro hag ar binviji implijet en ur lakaat e plas ul latar a vez gwelet war hogos holl arvestoù ar film. An dra-se a roas d'ar film ur blaz hag un aergelc'h iskis hogoz faltaziek. An alkimiezh etre an dilhad, an doare da c'hoari, da filmañ hag an holl elfennoù, a-benn krouiñ ur spered hag un aergelc'h diamzer ha peurbadus er film a ra dioutañ unan eus bravañ pezh-c'hoari Shakespeare lakaet er sinema. Welles a zo deuet a-benn da echuiñ ar film en 21 devezh! Bloaz goude, Jean Cocteau a lâras dioutañ e oa ur film "milliget", gant "une force sauvage et désinvolte". Met ur wech ouzhpenn e tisplijo d'an dud, marteze abalamour d'ar fed m'o deus implijet Orson Welles hag an aktourien all pouez-mouezh Bro-Skos pe abalamour d'an doareoù iskis implijet gant Welles evit seveniñ e film.

Prantad european

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rankout a rae adalek an darvoudoù-mañ, poaniañ evit kavout peadra d'ober e filmoù. C'hoant en doa da genderc'hel war roudoù Shakespeare o sevenniñ ur wech ouzhpenn unan eus e bezhioù-c'hoari brudetañ : Othello. E-pad pevar bloaz e labouras en un doare diaes-kenañ (al labourioù o deus paouezet dek gwech abalamour da gudennoù arc'hant). Filmañ a reas e kalz lec'hioù evel Venezia, Roma, hag e kalz lec'hioù disheñvel all en Italia pe e Maroko. Ar film en do ur priz e festival Cannes.

Un nebeut amzer goude, e 1955, e sevenas Mr.Arkadin-Confidential Report (gant ar memes spered ha Citizen Kane). Met rankout a reas c'hoari e-barzh kalz filmoù en Europa ha dreist-holl e Bro-c'hall. Filmoù e giz Paris brûle-t-il?, Si Versailles m'était conté hag e barzh Napoléon sevenet gant Sacha Guitry. En em glevout a rae mat-kenañ gant an den-se, abalamour d'o zachennoù dudi boutin evel ar c'hoariva, ar skingomz pe ar sinema ha memes o doareoù da welet an traoù.

E 1958, e sevennas Touch of evil, a-drugarez da Charlton Heston. An den en doa kalz a c'halloud e pad ar bloavezhioù 50-60 en deus lâret ne c'hoarife e barzh ar film nemet ma vefe sevenet gant Orson Welles. Setu Welles distro da Hollywood evit an oberenn diwezhañ a reas enno. Ur film-polis eo, istor daou archer oc'h en em gannañ e kichenn an harz etre ar Stadoù-Unanet ha Bro-Mec'hiko. Ar film a blijo da dout an dud ha memes d'ar broduerien (bep noz e sellont ouzh labour Welles, rak gwelet fall e vez ar sevener atav). Kinnig a rejont dezhañ neuze ur gevrad pemp bloaz evit sevel pevar film. Met ur wech echu ar film penn-da-benn, e cheñchas soñj, marteze abalamour d'ar fed ma ne oa ket re blijet ar broduerien gant ar fent implijet gant Welles.

E 1959, e krogas da labourat war ur film na welas morse echuet : Don Quic'hotte. E-pad seiz vloaz, ne baouezas ket da glask arc'hant evit kenderc'hel e oberenn. Seiz vloaz implijet da redek war-lec'h un huñvre (ret eo gouzout n'eo ket Orson Welles ar sevener nemetañ en deus huñvreet eus Don Quic'hotte, Terry Giliam a glaskas ivez sevel ur film diwar e benn). E 1963 e sevennas Ar prosez[2], tennet eus levr Franz Kafka. Ur film e lec'h ma c'hoarias Orson Welles e-unan. Tri bloaz goude e savas Chimes at Midnight, ur meskaj eus kalz pezhioù-c'hoari eus William Shakespeare. Ober a reas eus tudenn Falstaff (un dudenn gant ur pouez bihan e barzh istorioù Shakespeare) unan a gentañ renk. Goude-se, Welles a sevenas F for Fake, ur preder diwar-benn arz ar sinema, ar c'hoari ha dre vras galloud ar skeudennoù. E labour diwezhañ kaset da bennvat a vo Filming Othello, ur film savet evit ar skinwel, a zo bet skignet memestra er sinema, ar pezh a ziskouez galloud skeudennoù Orson Welles.

Bilañs ha fin ur vuhez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad holl e vuhez en eus ranket Welles c'hoari e-barzh kalz a filmoù all estreget e re. Filmoù o deus lakaet anezhañ da vezañ brudet kement hag e filmoù : An trede den[3], Si Versailles m'était comté..., Napoleon, Moby Dick, Ar Vikinged, Austerlitz, Paris brûle-t-il?, ha kement zo... E fin e vuhez e voulc'has kalz filmoù chomet dianavezet ha na c'hellas ket echuiñ: Filming the trial, The Dreamers, ha kement zo. Komz a reas e-pad pell eus e raktres da seveniñ ur film diwar Ar roue Lear, met ket er memes doare hag Othello pe Macbeth. C'hoant en doa da sevel ur film war ur skeul bihanoc'h, hep re a lec'hioù filmañ met evel kalz eus e huñvreoù eo chomet hep disoc'h fetis abalamour d'ar c'hudennoù arc'hant evel boaz. E-pad un nebeud mizoù a-raok e varv e seblante bezañ distroet e metoù Hollywood: komz a rae e-barzh abadennoù skingomz, mont a rae d'an talk-showioù ha kement zo. Mervel a reas hep trouz d'an 10 a viz Here 1985. Ar gwashañ zo bet marteze pa oa marvet a oa gwelet e oa ul lodenn vras eus an dud a oa deuet d'e interamant a oa tud hag o doa nac'het outañ reiñ arc'hant evit sevel e filmoù e-pad tout e vuhez.

E verc'h a glaskas adober e filmoù diwar patromoù ha notennoù laosket gant Welles, ha ket leuskel e oberenn boureviet gant ar c'hompagnunezhioù sinema didruez gant oberenn Orson Welles. A-drugarez d'an dra-se ez eus tu hiziv an deiz da gaout dvdoù eus e filmoù "milliget" evel Don Quic'hotte, It's all True, hag eus kalz eus e filmoù gant ar framm a oa bet prederiet gant he zad.

Orson Welles hag e arzoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Welles zo deuet a-benn, dre e arz, da lakaat e plas ur sell fin ha lemm war hor bed. En e filmoù en deus lakaet war wel prederioù diwar-benn meur a dra, evel ar galloud. Ur galloud a lak an dud da dreiñ da sod (Citizen Kane, Macbeth,...). Ur galloud tapet hogos bepred dre ar feulster. Ur preder diwar-benn ar sekred. Sekredoù ar re galloudus (Citizen Kane, The Magnificient Ambersons, The Lady From Shanghai, Mr. Arkadin,...), sekredoù an dorfetourien hag an dreitourien (The Stranger, Othello,...), sekredoù ar stad (The Trial, Macbeth,...). Ouzhpenn e sujedoù preder, Orson Welles en deus lakaet ar sinema da gemm penn da benn gant e zoareoù nevez da filmañ, da leurennañ, ha da implijout ar sklêrijenn. Eus Citizen Kane, e gentañ film, e vez lâret eo alc'hwez sinema an XXvet kantved, ken bras ha pouezhus eo bet e levezon. E oberenn a zo, sur awalc'h, unan eus an oberennoù founnusañ ha pinvidikañ eus bed ar sinema.

Orson Wellles a oa da gentañ tout, un azeuler eus William Shakespeare. E-pad kalz eus a atersadennoù, e tisklêrias e soñje e oa Shakespeare ar gwellañ barzh en istor an denelezh. A-raok ober sinema, e vestronie dija c'hoariva Shakespeare. C'hoari a reas Macbeth, Othello, Ar roue Lear war leurennoù Londrez. Bepred e oa bet plijet d'an dud a deue d'e welet. Memes e barzh e filmoù e vez gwelet splann levezon an dramaer saoz. Trawalc'h eo sellet ouzh Citizen Kane evit kompren: un den galloudus a glask muioc'h-muiañ a c'halloud, met abalamour da se e kollo e ene hag e furnez. Temoù an trubardiñ hag ar c'holloù a vo adkavet e-barzh kalz eus e filmoù. A-benn ar fin, dre aroueziñ ha leurennañ Shakespeare, tudenn Welles a zo deuet da vezañ shakespearat.

E oberennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sevener:

Komedian:

  • 1938 : Too much Johnson gant Orson Welles
  • 1940 : Citizen Kane gant Orson Welles
  • 1942 : The Magnificent Ambersons gant Orson Welles
  • 1942 : Journey into fear gant Norman Foster
  • 1944 : Jane Eyre gant Robert Stevenson
  • 1946 : Duel in the Sun gant King Vidor
  • 1946 : The Stranger gant Orson Welles
  • 1947 : Macbeth eus Orson Welles
  • 1947 : The Lady from Shanghai eus Orson Welles
  • 1949 : Black Magic eus Gregory Ratoff
  • 1949 : Prince of foxes eus Henry King
  • 1949 : The Third man eus Carol Reed
  • 1952 : The Tragedy of Othello: The Moor of Venice eus Orson Welles
  • 1953 : Trent's last case eus Herbert Wilcox
  • 1953 : Si Versailles m'était conté... eus Sacha Guitry
  • 1955 : Napoléon eus Sacha Guitry
  • 1955 : Mr. Arkadin-Confidential Report eus Orson Welles
  • 1956 : Moby Dick eus John Huston
  • 1957 : Man in the shadow eus Jack Arnold
  • 1958 : The Roots of Heaven gant John Huston
  • 1958 : The Long hot summer eus Martin Ritt
  • 1958 : Compulsion eus Richard Fleischer
  • 1958 : The Vikings gant Richard Fleischer
  • 1958 : Touch of Evil eus Orson Welles
  • 1959 : Crack in the Miror eus Richard Fleischer
  • 1959 ; David and Golia gant Richard Pottier
  • 1960 : Austerlitz eus Abel Gance
  • 1962 : The Trial/Ar Prosez eus Orson Welles
  • 1963 : La Ricotta eus Pier Paolo Pasolini
  • 1963 : La fabuleuse Aventure de Marco Polo eus Denys de la Patellière
  • 1964 : In the Land of Don Quixote (abadenn evit ar skiwell) eus Orson Welles
  • 1963 : Rogopag (Ro.Go.Pag.) eus Jean-Luc Godard ha Pier Paolo Pasolini
  • 1965 : Chimes at Midnight eusOrson Welles
  • 1966 : Paris brûle-t-il ? eus René Clément
  • 1966 : A Man for all Seasons eus Fred Zinnemann
  • 1967 : The Sailor of Gibraltar eus Tony Richardson
  • 1967 : Casino Royale eus John Huston ha Ken Hughes
  • 1969 : The Kremlin Letter eus John Huston
  • 1970 : Catch 22 eus Mike Nichols
  • 1970 : Get to know your rabbit eus Brian De Palma
  • 1970 : Waterloo gant Serguei Bondartchouk
  • 1970 : Start the Revolution Without Me gant Bud Yorkin
  • 1971 : La Décade prodigieuse gant Claude Chabrol
  • 1972 : Malpertuis gant Harry Kumel
  • 1973 : Treasure island gant John Hough
  • 1975 : F for Fake gant Orson Welles
  • 1980 : Filming Othello gant Orson Welles
  • 1982 : Slapstick (of another kind) gant Steven Paul
  • 1982 : Where is Parsifal? gant Henry Helman

Abadennoù evit ar skiwell:

  • 1955 : Orson Welles' Sketchbook
  • 1955 : Around the World with Orson Welles
  • 1960 : Hong Kong by Orson Welles
  • 1964 : In the Land of Don Quixote gant Orson Welles

Produer:

  • 1938 : Too much Johnson gant Orson Welles
  • 1940 : Citizen Kane gant Orson Welles
  • 1942 : The Magnificent Ambersons gant Orson Welles
  • 1942 : Journey into fear gant Norman Foster
  • 1944 : Jane Eyre gant Robert Stevenson
  • 1948 : The Lady from Shanghai gant Orson Welles
  • 1948 : Macbeth gant Orson Welles
  • 1952 : The Tragedy of Othello: The Moor of Venice gant Orson Welles
  • 1955 : Mr. Arkadin-Confidential Report gant Orson Welles
  • 1956 : Orson Welles and People (abadenn evit ar skinwel) gant Orson Welles
  • 1964 : In the Land of Don Quixote (abadenn evit ar skinwel) gant Orson Welles
  • 1968 : Vienna gant Orson Welles
  • 1970 : The Deep gant Orson Welles
  • 1985 : Orson Welles' Magic Show gant Orson Welles
  1. War of the worlds
  2. The Trial
  3. The third man